Inis Mhic an Doirn (Rutland Island pe Inishmacdurn e saozneg)[1]) zo un enezenn eus gwalarn Iwerzhon, war aod kontelezh Dún na nGall.

Inis Mhic an Doirn

Emañ etre enez Árainn Mhór hag Ailt an Chorráin, war an douar-bras.

Betek ar bloavezhioù 1970 e oa tud o chom war an enez. Bevañ a raent diwar ar pesketa. Ur skol hag un ti-post a oa hag e 1957 e oa bet degaset an tredan betek an enezenn zoken. Bremañ ez eus tiez-hañv hag a zegemer touristed nemetken.

Notennoù

kemmañ