An Inizi Kouril (Курильские острова e rusianeg) zo un enezeg enezennoù savet diwar obererezh menezioù-tan e stumm un aridennad inizi eus tost 1200 kilometr eus Norzh Bro-Japan betek su ledenez Kamtchatka. Emañ etre mor Oc'hotsk hag ar Meurvor Habask. Cheñchet en deus statud an inizi-se meur a wezh en amzer dremenet met meret int hiziv gant Rusia daoust ma vez azgoulennet lod anezhe gant Bro-Japan hiziv.

An Inizi Kouril gant o anv rusianeg treuzskrivet e saozneg. An harzoù termenet e skrid-emglev Shimoda (1855) ha skrid-emglev Sant Petersbourg (1875) zo diskouezet e ruz. Hiziv an deiz ez eo meret holl an enezennoù e norzh Hokkaido gant Rusia
Enez Matua gwelet diouzh Raikoke.

E japaneg e reer 千島列島, Chishima rettō, eus an enezeg, ar pezh a dalvez chadennad ar mil enezenn, pe, en un doare rouesoc'h, クリル列島 Kuriru rettō, Aridennad an C'houril. E rusianeg e skriver Курильские острова Kourilskie ostrova. Stag eo an anv « kouril » ouzh pobl henvroat an Ainoued a oa o vevañ eno gwezhall (hag a vev hiziv c'hoazh, daoust ma'z int hironet kalz, en Enez Hokkaidō dreist-holl), rak « kur » a dalvez « Den » en Ainoueg.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.