Inizi Tudwal
Inizi Tudwal (Ynysoedd Tudwal e kembraeg; Saint Tudwal's Islands e saozneg) zo inizi en hanternoz Kembre, er c'hreisteiz da Abersoch e ledenez Llŷn, e penn Bae Tremadog.
An anv
kemmañDont a ra an anv eus hini sant Tudwal, a c'hallfe bezañ an den a grouas eskopti Treger.
An inizi
kemmañDiv enezenn zo:
- Ynys Tudwal Fawr (Enez Tudwal Vras) er c'huzh-heol,
- Ynys Tudwal Fach (Enez Tudwal Vihan) ar sav-heol,
- kerreg izel a zo ivez anvet Carreg y Trai.
Peskedus eo ar mor, sili zo e-leizh. Un tour-tan zo war enez ar c'huzh-heol, dismantroù ur prioldi war hini ar sav-heol.