Innis Choinnich
Innis Choinnich, a zo Inch Kenneth e saozneg, zo un enezenn vihan er c'huzh-heol da Enez Muile, en Inizi Gall Bro-Skos, er c'hreisteiz da Enez Ulbha.
Istor
kemmañAnvet eo an enezenn war-lerc'h sant Coinneach (Kenneth e saozneg), a oa diskibl da sant Koulm, en devije savet ur manati en enezenn.
E 1773 e teuas ar skrivagnerien saoz Samuel Johnson ha James Boswell betek enni e-kerzh o zroiad en Inizi Gall, ha degemeret e voent gant Sir Allan MacLean, penn ar c'hlan Maclean. Koulz Johnson[1] evel Boswell[2] a gontas o donedigezh da Innis Choinnich.
Er bloavezhioù 1930 e oa perc'hennet an enez gant Sir Harold Boulton, a skrivas komzoù ar ganaouenn Skye Boat Song, a zo deuet da vezañ Luskell va bag e brezhoneg. Gantañ e voe brasaet an ti nemetañ a oa en enez d'ober an ti-annez.
Goude e voe etre daouarn an tiegezh Mitford. An itron Unity Mitford a oa troet a-du gant an nazied a echuas he buhez en enezenn[3].
Goude marv o mamm, Lady Redesdale, e 1963, e tegouezhas d'ar c'hoarezed Mitford. Diana, Nancy, Deborah ha Pamela a werzhas o rann d'o c'hoar all Jessica. Jessica, bet komunourez, a lavaras ober ur porzh listri-spluj sovietek.
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe gwerzhet gant Jessica, hag ur perc'henn prevez all zo.
Notennoù
kemmañ- ↑ Samuel Johnson (1775). A Journey to the Western Islands of Scotland.
- ↑ James Boswell (1785) The Journal of a Tour to the Hebrides with Samuel Johnson, LL.D.
- ↑ [1] “The strange case of the aristocrat, Hitler and the tiny Scottish island”, Sunday Herald (26 Even 2005), skrivet gant Alan Crawford.