Instagram (berraet en IG) zo ur rouedad sokial evit eskemm poltriji ha filmigoù, perc'hennet gant an embregerezh Facebook. Savet eo bet gant Kevin Systrom ha Mike Krieger, hag embannet e oa bet e miz Here 2010 war ar savenn iOS. Ur stumm evit ar savenn Android a voe embannet ur bloaz hanter war-lerc'h, e miz Ebrel 2012. Goude-se e voe savet ul lec'hienn war internet e miz Du 2012, ha meziantoù war Windows 10 Mobile ha Windows 10 e miz Ebrel 2016 ha miz Here 2016.

Logo 2016 Instagram
A-gleiz ar poltred gwirion. A-zehoù ur wech embannet war Instagram
15 stumm disheñvel eus ur poltred da vezañ embannet hervez c'hoantoù un implijer.