Into the Wild
Into the Wild a zo ur film savet gant Sean Penn e 2007, ha c'hoariet gant Emile Hirsch, Macia Gay Harden, William Hurt hag un toullad re all. Istor ur paotr, echu gantañ e studioù eo, hag a zo o klask an eürusted, an digenvez hag an dieubidigezh .
An istor
kemmañChristopher McCandless studier amerikan, nevez diplomet eus ur skol-veur brudet a ziviz paouez gant e vuhez hag ar gevredigezh vodern, hep lavaret d'e familh. Lakaat a ra e arc'hant hag e baperioù ofisiel (kartenn anv hag all …) da zeviñ, ha treuzkas a ra an argant en doa lakaet amzer da lakaat a-gostez d'un aozadur anvet Oxfam o enebiñ diouzh ar baourentez hag an digevatalded er bed. Mont a ra kuit war an hentoù gant e c'harr-tan e su ar Stadoù-unanet. Tremen a ra dre Arizona, ar C'hanyon bras, Kalifornia. Evit kaout arc'hant da genderc'hel gant e veaj e kav labourioù bihan en Dakota pe c'hoazh e Colorado. Pa erru e Mec'hiko e teu ar soñj dezhañ mont betek Alaska evit pellaat c'hoazh eus ar gevredigezh hag uhelaat e spered prederouriel . Ober a raio anaouedegezhioù brav kenañ e-pad e veaj, bep kejadenn a roio dezhañ ur sell disheñvel diwar-benn mab-den ha krouiñ a raio darempredoù kreñv-tre gant an eil hag egile, met Christopher a chomo bepred war-glask an digenvez. Ar c'houplad hippie a zo o koshaat, paotr an ti feurm hag a zo gredus, ar paotr kozh n'eus c'hoant perc'hennañ anezhañ, ur plac'h yaouank koantig e garantez dioutañ . Benn ar fin erru a ra da Fairbanks en ur c'hoari biz meud, chom a raio 5 miz e-unan o prederiañ war e vuhez ha talvoudegezh an erusted, en ur vevañ barzh ur c'harr-boutin laosket da goll. Gant ar goañv e diaes dezhañ da gavout boued ha goude daou vloaz o veajiñ en deus c'hoant tistreiñ met stanket eo gant ar ster. Ret eo dezhañ gortoz e vefe izelet live an dour. Poan a zo gantañ kavout boued, neuze klask a ra titouroù barzh e levr diwar-benn ar plantoù. Met dre fazi, debriñ a ra greunennoù danjerus evit ar yec'hed hag en em ampezoniñ a ra ganto. Christopher McCandless a gompren d'ar mare-se eo ret d'an eürusted bezañ lodennet gant mab-den. A-raok mervel e skrivo ur frazenn diwezhañ « Hapinness is only real when shared » « An ^¨urusted a zo gwir nemet pa vez lodennet anezhi » .
Un Istor Wir :
Diwar un istor wir eo bet tennet ar film-mañ. Christopher McCandless, an hini gwir, en deus bevet e vugaleaj e Virginia. Graet en deus studioù bras. Ur paotr sot gant Jack London, Tolstoï ha Thoreau, ne blije ket dezhañ ar gevredigezh « danvelezour ». Ul levr a zo bet skrivet gant Jon Krakauer; « Voyage au bout de la solitude ».
Danvez pennañ ar film :
Burutelladenn ar gevredigezh : Lak a ra Sean Penn, ar paotr yaouank e-giz un haroz klañv gant ar gevredigezh « danvelezour », a zo o klask ur bed gwelloc'h ha peurvat. Kuitaat a ra ar c'hêrioù evit mont war ar maezioù. Danvez ar self made man : N'eus ket c'hoant gantañ spletiñ ar pezh a zo aes da gaout. C'hoant en deus ober an dra-se e-unan. An natur : Lakaet e vez war-wel liested ha braventez an natur amerikan. Klask an identelezh : Ur film diwar-benn klaskerezh an identelezh, Christopher a cheñch anv (Alexander Supertramp). Emañ o klask ar wirionez diwar-benn e « buhegezh », deskiñ a ra tamm pe damm piv eo. Gwelet e vez ivez diaesterioù ur vuhez familh. Sonerezh ar film : Ar sonerezh a zo bet savet gant Eddie Vedder, kaner Pearl Jam, hag ar gitarour Michael Brook. An holl testennoù a zo bet skrivet gant Eddie Vedder, nemet Hard Sun ha Society hag a zo bet skrivet gant Jerry Hannan. Ouzhpenn ar fladenn,ez eus Doing the wrong thing gant Kaki King, Carte noir pe Swimming Horses Michael Brook, hag evit echu ar ganaouenn Goin'up the Country gant Canned Heat. Klevet e vez Harmonika barzh ar film, c'hoariet gant Charlie Musselwhite . 1. Setting Forth 2. No Ceiling 3. Far Behind 4. Rise 5. Long Nights 6. Tuolumne 7. Hard Sun 8. Society 9. The Wolf 10. End Of The Road 11. Guaranteed
Prizioù gounezet gant ar film :
Golden Globes 2008 : Kanaouenn gwellañ (Guaranteed) Gotham Awards : Gwellañ film Mil Valley Film Festival : Gwellañ c'hoarier (Emile Hirsch) National Board of Review : Gwelañ kasadenn Palm Springs International Film Festival : Gwellañ oberour ha gwellañ diskuliadenn Festival Internazional del Film di Roma : Priz ar juri Mostra Internacional de Cinema de São Paulo : Gwellañ film en ur yezh estren