Irokoaned Sant-Laorañs
Irokoaned Sant-Laorañs zo ur vroad henvroat heñvel a-walc’h ouzh hini pobladoù irokoaned all Norzhamerika. En em staliañ a rejont eno da vat war-lerc’h ar skornadurioù bras, da lavaret eo war-dro 10 000 bloaz zo.
Betek ar bloavezhioù etre 1550 ha 1580 e oant o vevañ e-kichen ar stêr Sant-Laorañs e proviñsoù a-vremañ Kebek hag Ontario, e Kanada, hag e stad New York er Stadoù-Unanet. An ergerzher breizhat Jakez Karter a gejas ganto meur a wech etre 1534 ha 1542[1]. Pa zistroas ar C'hallaoued e 1603 e oa aet da get ar c'hêriadennoù e-lec'h ma oant war-dro tri-ugent vloaz abretoc'h.
Dont a ra ar ouiziegezh diwar-benn Irokoaned Sant-Laorañs eus skridoù Jakez Karter, met ivez eus studiadennoù nevesañ war an arkeologiezh hag ar yezhoniezh keñveriet.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Nikolaz Graignic, Jakez Karter : Kavadenner ar C'hanada - An Istor Livet, Brezhoweb, 19 a viz Meurzh 2024