Ur pennad Isabella zo ivez.

Isabella, pe Lorenzo and Isabella, zo un daolenn livet gant John Everett Millais, e oberenn gentañ e doare ar Rakrafaelourien, savet e 1849, da lavarout eo bloaz goude krouet ar Pre-Raphaelite Brotherhood. Kentañ ma voe diskouezet e oa er Royal Academy e 1849, hag hiziv emañ er Walker Art Gallery e Liverpool.

Isabella, pe Lorenzo and Isabella.

Savet eo an daolenn diwar-benn ur varzhoneg gant ar barzh saoz John Keats, anvet Isabella, or the Pot of Basil, skrivet e 1818, hag awenet gant ur gontadenn eus Decameron Boccaccio (IV, 5). Ober a ra anv eus Isabella, c'hoar da varc'hadourien binvidik, hag a glaskont dimeziñ d'un den a wad uhel ha pinvidik ("some high noble and his olive trees"), hogen karout a ra-hi Lorenzo, mevel gant he breudeur. Pa glev ar vreudeur ar c'heloù e lazhont Lorenzo hag e touaront e gorf. Dont a ra e dasmant da gemenn e varv da Isabella en he hunvre. Dizouarañ a ra ar c'horf, ha kuzhat ar penn en ur podad bazilik.