Ar Rakrafaelouriezh (pe Breuriezh rakrafaelour, saozneg : Pre-Raphaelite Brotherhood) a oa ul luskad arzel bet diwanet er Rouantelezh-Unanet e-kreiz an XIXvet.

Istor al luskad

kemmañ

E 1848 e voe savet ar Vreuriezh rakrafaelourel (Pre-Raphaelite Brotherhood) gant al livourien John Everett Millais, William Holman Hunt, James Collinson, ar barzh ha livour Dante Gabriel Rossetti, ar c'hizeller Thomas Woolner hag ar vurutellerien arzoù William Michael Rossetti ha Frederick George Stephens. Al livour Ford Madox Brown a voe tost-tre ouzh al luskad, met ne gemeras ket perzh ennañ.

Fellout a rae dezho sevel oberennoù disheñvel diouzh an akademiegezh viktorian, ha tostoc'h ouzh arzourien gentidik Italia, a-raok Raffaello, ha tostaat ivez ouzh o doare da livañ. Realouriezh an oberennoù, kalz munudoù hag implij livioù flamm eo ar pezh a felle dezho lakaat war wel. An dodennoù a zedenne anezho ar muiañ e oa ar Grennamzer, ar Bibl ha skridoù Shakespeare, Keats pe c'hoazh Browning... C'hoarvezout a reas dezho sinañ PRB (da lavaret eo Pre-Raphaelite Brotherhood) o oberennoù, ar pezh a lakaas tud zo da enebiñ outo, dre ma soñje da dud zo e oa an arouez-se un arouez ledouedel pe gevrinek.

 
Persefone gant Dante Gabriel Rossetti

E 1850 e lakjont embann ar gelaouenn The Germ (peder niverenn nemetken a zeuas er-maez), ma tisplegent damkaniezh al luskad. Reuz a savas kerkent hag embannet ar gelaouenn, dreist-holl peogwir e voe disprizet gant ar vurutellerien, war-bouez John Ruskin.

Kemmoù a voe degaset d'al luskad : izili zo a guitae anezhañ, tra ma kemere perzh re all ennañ, evel da skouer Edward Burne-Jones ha William Morris. E 1854 e voe tost echu gant al luskad, ha disheñvel e voe ar pezh a reas an izili anezhañ : Woolner az eas da Aostralia, Millais a voe dilennet evel ezel kevredet ouzh Royal Academy of Arts, tra ma kendalc'h Rossetti da livañ oberennoù o toujañ da bennreolennoù al luskad. Berzh a reas an oberennoù rakrafaelour a voe kinniget e Diskouezadeg etrevroadel Pariz e 1855.

 
Medea gant Evelyn De Morgan

Ul lodenn vras eus arzourien al luskad a voe luc'hskeudennet gant Julia Margaret Cameron, hag hi e-touez diaraogerien al luc'hskeudenniñ, hag a voe levezonet ganto ivez.

Daoust ma voe berrbad al luskad e voe ul levezon war meur a luskad arzoù all en XIXvet kantved, dreist-holl war an arz nevez hag an arouezouriezh, a-drugarez da arzourien evel William Morris ha Aubrey Beardsley.

Livourien rakrafaelour

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Breuriezh rakrafaelour

kemmañ

Arzourien gevredet

kemmañ

Arzourien dost

kemmañ

Patromoù

kemmañ


Diskouezva

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Christopher Wood, Paul Delifer, Les Préraphaélites, Bookking International, 1994, 160 p.
  • Dominique Jarrassé, Les préraphaélites, Herscher, 1995, 62 bajenn
  • Laurence Brogniez, Préraphaélisme et symbolisme: peinture littéraire et image poétique, Honoré Champion, 2003, 403 fajenn.
  • Olivier-Georges Destrée, Laurence Brogniez, Les préraphaélites: Notes sur l'art décoratif et la peinture en Angleterre, Éditions Labor, 2005, 124 fajenn

Liammoù diavaez

kemmañ
  1. rakrafaelouriezh war Agora
  2. Artcyclopedia
  3. Les Préraphaélites, modernistes et réactionnaires gant Muriel Castaing-Boissière, kelennerez e skol-veur Paris IV-Sorbonne
  4. ARC reneval ; Oberennoù rakrafaelour
  5. Pre-Raphaelite Brotherhood :Buhez an arzourien rakrafaelour
  6. Pre-Raphaelite Chronology