John Collier

Skrivagner ha livour breizhveuriat

John Maler Collier (27 a viz Genver 1850 e Londrez11 a viz Ebrel 1934) a oa ur skrivagner hag ul livour breizhveuriat rakrafaelour.

Tannhäuser In the Venusberg

John Collier a voe ur poltredour brudet. Mab Lord Monkswell hag a oa barner hag arzour amatour e oa. E skolaj Eton hag e skol-arzoù Slade e studias gant Edward Poynter. E Pariz ivez e studias, gant Jean-Paul Laurens hag e München. Daoust ma ne zeskas ket ganto e voe broudet ha levezonet gant Lawrence Alma-Tadema ha John Everett Millais.

Collier a voe e-touez ar 24 den a grouas Royal Society of Portrait Painters, ha bezprezidant e voe. Ezel e voe ivez eus Royal Institute of Oil Painters. 130 livadur diwar e zorn a voe diskouezet er Royal Academy ha 165 er Royal Society of Portrait Painters, hag ivez e diskouezvaoù Breizh-Veur hag e broioù all.

Oberennoù Collier e mirdioù Europa kemmañ

16[1] livadur gant John Collier a c'haller gwelout en National Portrait Gallery e Londrez, 2 en Tate Gallery hag un emboltred (1907) a zo e mirdi an Ofisoù e Firenze.

Gallout a reer gwelout ivez e boltred eus Earl of Onslow (1903) e Clandon Park (Surrey) hag e boltred eus Sir Charles Tertius Mander en Owlpen Manor, Gloucestershire. Ul livadur bras eus Klytaimnestra a zo er Guildhall Gallery e Londrez. Eilennoù livadurioù alla c'haller gwelout en John Collier box en National Portrait Gallery Heinz Archive and Library, hag un dibab oberennoù a gaver e-barzh The Art of the Honourable John Collier gant W H Pollock (1914). Oberennoù John Collier a voe diskouezet ivez da-geñver an diskouezadeg anvet Great Victorian Pictures aozet e 1978.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.