William Michael Rossetti

William Michael Rossetti (Londrez, 25 Gwengolo 18295 C'hwevrer 1919) a oa ur skrivagner ha buruteller saoz. Dimeziñ a reas d'an arzourez Lucy Madox Brown ha bugale o doe.

William Michael Rossetti
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanWilliam, Michael Kemmañ
Anv-familhRossetti Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Gwe 1829 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Deiziad ar marv5 C'hwe 1919 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Highgate Kemmañ
TadGabriele Rossetti Kemmañ
MammFrances Polidori Kemmañ
Breur pe c'hoarChristina Rossetti, Dante Gabriel Rossetti, Maria Francesca Rossetti Kemmañ
PriedLucy Madox Brown Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherbarzh, skridvarnouriezh, kazetenner, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourlennegezh, skridvarnerezh Kemmañ
Bet war ar studi eKing's College School Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Contributed to creative workEncyclopædia Britannica 11th edition, The Atlantic Kemmañ
Diellaouet gantBeinecke Rare Book & Manuscript Library, Harry Ransom Center Kemmañ
Ezel eusRakrafaelouriezh, Burlington Fine Arts Club Kemmañ
Prizioù resevetTaylorian Lecture Kemmañ
Deskrivet dreWilliam Michael Rossetti (1829-1919) by Lamplight, William Michael Rossetti (1829-1919) Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadTate Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
William Michael Rossetti, gant Julia Margaret Cameron (1865)
Lucy Madox Brown, poltredet gant Dante Gabriel Rossetti (1874)

Buhez kemmañ

Mab e oa d'un divroad italian, Gabriele Rossetti, ha d'e bried France Polidori. Breur e oa d'ar varzhez Varia Francesca Rossetti (1827-1876), d'al livour Dante Gabriel Rossetti (1828-1882) ha d'ar varzhez Christina Georgina Rossetti (1830-1894).

William M. Rossetti a voe unan eus seizh kensaver ar Pre-Raphaelite Brotherhood ("Breuriezh rakrafaelour") e 1848, ma voe pennaozer amofisiel ar gevredigezh hag embanner The Germ, ur gelaouenn a embannas peder niverenn e 1850.

E 1874 e timezas da Lucy Madox Brown, merc'h d'al livour Ford Madox Brown (1821-1893). Bugale o doe :

Dizoue e oa Lucy ha William, ha ne voe ket badezet o bugale, a voe skoliet er gêr gant ho mamm hag ur c'houarnerez, e-maez ar relijion.

E 1897 e timezas Olivia d'ur repuad italian anveliour, Antonio Agresti. Mont a rejont da chom da Italia. Eno e teuas Olivia da vezañ troourez ha skrivagnerez. Pa intañvezas e 1926 e kenlabouras gant ar barzh stadunanat Ezra Pound (1885-1972).

Gabriel Arthur, pe Arthur evel a veze graet anezhañ, a voe skiantour, hag a zimezas da Dora Lewis, ha bugale o doe.

Helen a voe livourez, hag e 1903 e timezas da C'hastone Angeli, un den klañvidik hag a varvas un toullad mizioù goude o eured. Ur verc'h dalif o doe, Imogen Lucy, e 1904.

D'ar 5 a viz C'hwevrer 1919 e varvas William M. Rossetti e Londrez, ha beziet eo e bered Highgate[1].

Oberennoù kemmañ

Darnel eo al listenn-mañ.

Notennoù kemmañ

  1. (en) (fr) Find A Grave