An iskrim zo ur sport emgann gant tri arm : ar sabrenn, ar c'hleze hag ar fleured. A-raok, e oa an iskrim ur sport lec'h ma veze trec'h pa varve egile. Met bremañ eo ur sport dudi hepken. Evit gounit eo trawalc'h touch ar c'henstriver. Ar galleg eo yezh ofisiel ar sport-mañ en tournamantoù etrevroadel.

Iskrim

An armoù

kemmañ

Ar fleured

kemmañ

Ar fleured zo un arm a voe ijinet er XVIIvet kantved evit gourdonañ. An hini nemetañ oa, ne oa ket deuet er-maez eus ar sal iskrim. Tagadenn an arm-mañ a vez graet gant ar beg. Ar fleured zo an arm kentañ a vez kelennet. An anv a zeue eus "fleur de laine", ur vleunienn lakaet war an arm evit mirout ouzh ar gloazioù. A-raok n'o doa ar gwir ar merc'hed da implijout nemet ar fleured ha dre m'eo skañv e oa aesoc'h evit ar vugale. Un diskiblezh olimpek eo abaoe 1896 evit ar baotred ha 1924 evit ar merc'hed.

Ar sabrenn

kemmañ

Ar sabrenn oa un arm entok gant ur beg ha gant ul lemm: an taol a vez douget gant al lemm. Heñvel eo ar reolennoù diouzh re ar fleured. Ar sabrenn zo skañv (500 g gant un hirder eus 150 sm evit ar re vrasañ). Pa vez touchet an daou zen eo gant an tredeog e vez roet an touch. Ar gorread a c'hell bezañ touchet eo an holl lodennoù a-us d'ar gouriz war-bouez an daouarn. Er sabrenn, n'eus ket droed da groaziañ e zivhar er c'hontrol d'ar fleured ha d'ar c'hleze. Ar stourmoù gant ar sabr a vez prim-tre abalamour ma oa aes touchañ. Un diskiblezh olimpek eo adalek 1896 evit ar baotred ha 2004 evit ar merc'hed.

Ar c'hleze

kemmañ

Ar c'hleze a voe ijinet er XIXvet kantved evit skeiñ. Cheñchet eo ar c'hleze-lez dindan ren Loeiz XIV. Tagadenn an arm-mañ zo hepken gant ar beg, met gallout a reer touchañ e pep lec'h war ar c'horf. Reolennoù ar c'hleze zo ar re dostañ ouzh ar reizh kozh. Un diskiblezh olimpek eo adalek 1900 evit ar baotred ha 1956 evit ar merc'hed.