Islas del Cisne (Swan Islands e saozneg, Inizi an Alarc'h e brezhoneg), anvet Islas Santanilla ivez[1], zo un enezeg e Honduras,3,7 km² dezhi, er Mor Karib, e pleg-mor Honduras, un 250 km er biz a-vaez d'an douar-bras.
Teir enezenn zo :

  • Cisne Grande (2,5 km²) ;
  • Cisne Pequeño (1,2 km²) ;
  • Cayo Pájaro Bobo (Booby Cay e saozneg), a-boan 0,01 km².
Islas del Cisne
Lec'hiadur
Mor Mor Karib
'Daveennoù 17°24′38″ N 83°55′19″ W
Meslestradur
Riez Honduras Honduras
Departamant Islas de la Bahía
Douaroniezh
Gorread 3,7 km²
Poblañs 5 a dud


Islas Santa Ana eo an anv a voe roet dezho gant Kristol Goulm pan o c'havas da zeiz santez Anna er bloaz 1502[2].
Adalek ar XVIvet kantved e voent un toull morbreizherien, betek kreiz an XIXvet kantved. E 1775 e voent lakaet war ur gartenn dindan an anv Swan Islands.
E 1860 e voent ched diwezhañ ar morbreizher amerikan William Walker (1824-1860) ; a-c'houde e varv e voe arc'het an enezeg gant Honduras e 1861, met dindan beli SUA e voent lakaet e 1863 dre ar Guano Act. Darempredet gant dastumerien guano ha pesketaerien e vezont abaoe.

E miz Du 1971 e voe lakaet an enezeg dindan beli Honduras, a lakaas an enezeg en Departamant Islas de la Bahía, met lec'hiennoù skingomz ha hinouriezh a vez implijet c'hoazh gant SUA eno, gant asant Honduras.

Notennoù

kemmañ
  1. (es) Carlos A. Ferro, El caso de las Islas Santanilla, Oficina de Relaciones Públicas, Presidencia de Honduras, 1972 Google Books
  2. (en) Britannica