Istolatios
Istolatios, pe Istolatius, a oa tiern Turdetaned kreiz Ledenez Iberia, en IIIde kantved kent JK. Sevel a reas un armead vras, gant Turdetaned, Ibered ha Keltibered, da enebiñ ouzh arme Kartada, kaset gant Hamilcar Barca.
Hervez Diodoros Sikilia e oa Istolatios gant e vreur evel harper. Hennezh a oa Indortes, a renas war-lerc'h Istolatios, nemet diouzh lenn Diodoros ne oa ket ar memes den Indortes hag e vreur.
Pa voe aloubet saonenn ar Guadalquivir gant Hamilcar hag e soudarded , e 220 kent JK, ez eas Istolatios en arbenn dezhañ gant un armead Turdetaned hag Iberi eus ar vro. Met ne oant ket evit doareoù-brezeliñ soudarded Kartada, a vrezelie gant olifanted, ha trec'het e voent. Prizoniet e voe Istolatios hag e vreur, jahinet o-daou ha staget ouzh ur groaz. Goude se e kemeras tri mil a Durdeteani prizoniet en e arme.
Meneget eo e anv en Notennou diwar-benn ar Gelted koz hag er Sketla Segobrani. E vreur Indortes, a renas war e lerc'h.