An istrumpa pe ar strumpa, anvet ivez lotta sarda, zo un doare gouren a gaver e Sardigna.

Dont a ra an anv eus ar verb istrumpare a dalvez kement ha "taolet war al leur"[1].- A-gozh e vez gourenet evel-se, evel m'en diskouez an delwennoù eus an henamzer dizoloet e Uta pe e Mont'e Prama.

E 1985 e voe dalc'het ar c'hampionad istrumpa kentañ, en Ollolai. Abaoe ez eus reolennoù skrivet sklaer evit ar sport-se, pa ne oa gwechall nemet reolennoù dre gomz. Rummadoù pouez zo bet savet. Er bloavezhoù 1990 e oa bet savet ur gevredigezh hag a zo bremañ ezel eus ar FILC (Fédération Internationale des Luttes Celtiques - International Federation of Celtic Wrestling). Abaoe 1997 eo degemeret an istrumpa ivez e-barzh ar FILJKAM (Federazione Italiana Judo Lotta Karate Arti Marziali).

En amzer wechall e veze gourenadegoù, d'an dud da ziskouez pegen kreñv e oant, pa veze gouelioù, pardonioù, euredoù, bodadegoù a bep seurt. Bremañ e vez aozet kampionadoù dre ar vro ha betek en estrenvro.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ