István Bibó (7 Eost 1911, Budapest – 10 Mae 1979, Budapest) a oa ur gwiraour, istorour ha politikour hungarat.

Studioù war ar gwir a reas e skol-veur Ferenc József e Szeged ha kelenn a reas er skol-veur-se da c'houde. Evel sltudier e tremenas amzer ivez e Vienna hag e Geneva, en Institut universitaire des hautes études internationales.

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe harzet peogwir en doa kuzhet Yuzevien. Adalek 1950 e labouras e levraoueg skol-veur Budapest.

Da vare Dispac'h Hungaria 1956 e oa ministr-stad e gouarnamant Imre Nagy. Pa voe aloubet ar vro gant Soviediz e voe ar ministr diwezhañ o kuitaat e bost, e savadur Parlamant Hungaria, e Budapest. Eno e skrivas ur brezegenn brudet, Evit ar frankiz hag ar wirionez, pa oa o c'hortoz bezañ harzet.

Harzet e voe d'an 23 a viz Mae 1957 ha kondaonet d'an toull-bac'h e vuhez-pad d'an 2 a viz Eost 1958. E 1963 avat e voe lezet da vont. Goude bezañ dieubet e labouras en ul levraoueg en-dro. E 1979 e varvas gant un taol-kalon.

Oberennoù

kemmañ
  • A Magyar Demokrácia Válsága (Enkadenn Demokratelezh Hungaria), Valóság, Here 1945
  • A kelet-európai kisállamok nyomorúsága, 1946, e skrid anavezetañ, troet e meur a yezh, hag e galleg gant an titl Misère des petits États d'Europe de l'Est (L'Harmattan, 1986 ; Albin Michel, 1993)
  • The Paralysis of International Institutions and the Remedies. A Study of Self-Determination, Concord among the Major Powers, and Political Arbitration. With an Introduction by Bernard Crick. The Harvester Press, Hassocks, 1976. XI, 152 p.
  • Democracy, Revolution, Self-Determination: Selected Writings. Edited by Károly Nagy. Translated by András Boros-Kazai. Columbia University Press, New York, 1991.
  • Zur Judenfrage. Am Beispiel Ungarns nach 1944, Frankfurt am Main, 1990
  • Die deutsche Hysterie. Ursachen und Geschichte, Frankfurt–Leipzig, 1991