Dispac'h Hungaria 1956

Dispac'h Hungaria 1956 pe Emsavadeg Budapest (hungareg: 1956-os forradalom pe 1956-os felkelés) a vez graet eus un emsavadeg kroget d'an 23 a viz Here betek an 10 a viz Du 1956 a-enep Republik Poblek Hungaria hag e sujidigezh d'an URSS. Pa grogas ne oa ket pennoù d'an emsavadeg, unan pobl e oa. Ar c'hentañ emsavadeg a-enep an URSS e oa bet abaoe donedigezh e nerzhioù lu o devoa skarzhet nerzhioù an Trede Reich e-fin an Eil Brezel-bed. Ur skouer e teuas da vezañ evit an dud a venne stourm a-enep ar galloud komunour e-kreizh Europa.

Kroget eo an emsavadeg da gentañ gant manifestadegoù studierien o devoa desachet milieroù a dud o vale dre kreizh-kêr Budapest o vont war-zu ar parlamant. Gant sikour kamionoù dafaret gant uhelgomzerioù e oa deuet tud e-leizh a na oant ket studierien anezho da harpañ ar vanifesterien. Pal ar vanifesterien a oa ivez da vont tre savadur Radio Free Europe. Ur strolladig dileuridi studierien anezho a zeas tre ar savadur evit klask embann o c'houlenadennoù met a voe harzet. Pa c'houlennas ar vanifesterien ma vefent dieubet e voe respontet dezho dre tennoù fuzuilh adal ar savadur gant nerzhioù an Államvédelmi HatóságState (aotrouniezh surentez polis). Ur studier a voe lazhet raktal, lod manifesterien a lakaas ar gorf en ur banniel hag a zougas ar c'horf uhel a-us d'ar mor a dud. Gant ar marv-se e krogas ar reveulzi da vat. Gant ma zeas ar c'heloù eus ar fedoù-se dre ar vro e emsavas an dud gant feulster dreist-holl er gêrbenn Budapest.

Manifesterien o tibunañ d'ar 25 a viz Here 1956. Bannieloù Hungaria a vez gwelet e-leiz

D'ar 4 Du e teuas tre al Lu Ruz er vro.

Un 200.000 a dud bennak a yeas kuit eus Hungaria.


Red an darvoudoù kemmañ

 
Nikita C'hrouchtchov

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ