Erika Kornélia Szeles
Erika Kornélia Szeles (Szeles Erika Kornélia, hervez ar stumm hungarek), ganet d'ar 6 a viz Genver 1941 e Budapest hag aet da Anaon d'an 8 a viz Du 1956 e Budapest, a oa ur stourmerez hungariat enep-komunour a voe lazhet d'an oad a 15 vloaz e-pad Reveulzi Hungaria 1956 pa oa o stourm en un emgann straed a-enep nerzhioù al Lu Ruz.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Hungaria, Republik Poblek Hungaria |
Anv e yezh-vamm an den | Szeles Erika |
Anv-bihan | Erika |
Anv-familh | Szeles |
Deiziad ganedigezh | 6 Gen 1941 |
Lec'h ganedigezh | Budapest |
Deiziad ar marv | 8 Du 1956 |
Lec'h ar marv | Budapest |
Doare mervel | marvet en emgann |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Fiumei Street Cemetery |
Micher | klañvdiourezh, student |
Brezel | Dispac'h Hungaria |
Yaouankiz
kemmañGanet e voe Erika e 1941 en ur familh yuzev, ha desavet e voe gant he mamm dreist-holl (Noémi Blumenfeld, (1911-1990) dre ma oa bet kaset he zad (Sándor Schlesinger, 1898-1944) d'ar c'hamp-bac'h Nazi lec'h ma varvas[1]. Tra ma oa he mamm ur gomunourez gredus ha strizh anezhi, Erika a zeuas da vezañ enep-komunourez dindan levezon hec'h amourouz.
Studierez e oa da gentañ en Dobos C. József Vendéglátóipari Szakképző Iskola e Pest, ha goude-se e voe keginerez deraouat en ostaleri Hotel Béke e Teriz Kvrut 43, Budapest.
Emsavadeg Budapest
kemmañPa voe kroget emsavadeg Budapest d'an 23 a viz Here 1956 e voe mennet e amourous gant sevel ur strolladig stourm enep komunour. Emezelañ a reas he er strolladig a oa suj d'an nerzhioù lu pobl enep komunour. Erika a grogas gant bezañ ur soudard, deskiñ a reas buan penaos implij ur vindrailherez. D'ar 4 a viz Du 1956 pa voe kaset nerzhioù al Lu Ruz evit flastrañ emsavadeg Budapest e cheñchas an traoù, an emsavadeg a oa sur da vezañ flastret garv gant ar gomunisted. Kamaladed dezhi a gendrec'has anezhi da baouez gant bezañ ur soudard hag e voe karget he da vezañ un infirmiourezh eus ar Groz-ruz o pareañ an emsavidi gloazet o tougen anat un unwisk gant ur groaz ruz.
E-pad un oberiadur brezel, Erika a voe gloazet marvus dre tenn soudarded al Lu Ruz d'an 8 a viz Du 1956. Klasket he doa he sikour ur gamarad stourm bet gloazet e-kreizh aur straed. Ar soudarded eus an Arme Ruz a dennas warni memestra padal he touge un unwisk eus ar Groaz Ruz. Mont a reas da Anaon el lec'h ma voe gloazet d'an oad a 15 vloaz.
Brudet eo dre he oad pa varvas ha dre ur poltred gant ar poltrijer-kazetenner danek Vagn Hansen. Beziet eo bet e bered Kerepesi e Budapest.
Ar Merzher
kemmañDeuet eo Erika Kornélia Szeles da vezañ un arouez d'ar reveulzi e Budapest dre sikour ar poltred brudet e-pad ha dres goude an darvoudoù. Hiziv-an-deiz c'hoazh ez eo enoret e Hungaria evel ur simbol eus frankiz ar vro.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ pe marvet gant an naon e Ghetto Budapest n'eo ket sklaer