Ivan-tsarevitch
Ivan-tsarevitch ( Ива́н Царе́вич ou Иван-царевич, e ruseg, da lavarout eo Yann ar priñs) zo un haroz eus ar folklor rus hag a gaver e meur a gontadenn. Mab un tsar eo, hag a-wechoù ar yaouankañ a dri, evel e kontadenn an evn-tan. Alies e vez o stourm ouzh Kochtchei.
Brudet eo bet e-maez Rusia gant barrez Sergei Diaghilev hag Igor Stravinski, An Evn-tan, en 1910.
Ivan-tsarevitch en arz
kemmañ-
Yelena Polenova, Ivan-tsarevitch hag an Evn-tan, 1896
-
Viktor Vasnetsov, Ivan-tsarevitch hag an alarc'h, derou an XXvet k.