Ivan-tsarevitch hag ar bleiz louet
"Ivan-tsarevitch hag ar bleiz louet" a zo un daolenn gant al livour rus Viktor Vasnetsov, savet e 1889.
An daolenn-mañ a zo ur skeudenn evit ur vojenn rus "Ivan-tsarevitch hag an evn-tan", brudet hag anavezet mat. Ivan-tsarevitch hag ar briñsez Elena Goant a zo azezet war gein ur bleiz louet o tec'hel dre ar c'hoad teñval. Skrapet eo bet ar briñsez gant ar bleiz evit Ivan-tsarevitch hag a ranke kas anezhi d'un tsar eus ur rouantelezh pell.