Izioum
Izioum (ukraineg : Ізюм ; rusianeg : Изюм), « rezin sec'h », zo ur gêr eus Oblast C'harkiv, en Ukraina, kreizenn velestradurel Raion Izioum. Bez e oa 44 979 annezad d'ar 1añ a viz Genver 2022.
Brezel an Donbas (2014–2022) hag Aloubadeg Ukraina
kemmañ- Pennadoù spisoc'h: Bered Izioum, Torfedoù brezel Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022
Izioum a oa bet un dachenn emgann gwech-ha-gwech e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia e 2014. E miz Ebrel 2014, nerzhioù disrannour rusian o devoa aloubet kêr Sloviansk, 50 km er su da Izioum. Nerzhioù lu Ukraina o devoa klasket skarzhañ an disrannourien ha talañ oute a-raok ma teufent dre Izioum. D'ar 15 a viz Even e oa bet taget kêr. D'an 19 a viz Even 2014 nerzhioù lu Ukraina o doa trec'het ur strollad stourm bras a zisrannerien e Yampil, 65 km er su da Izioum. Evel ul lodenn eus Seziz Sloviansk hag Emgann Kramatorsk, ar c'hêrioù a oa bet adkemeret gant Ukrainiz. Dre ma oa tost-tost Izioum ouzh al linennn talbenn, e oa bet implijet evit harpañ Sloviansk ha Kramatorsk betek ma kouezhfent.
Goude ma vefe bet adkemeret Izioum digant ar Rusianed e miz Gwengolo 2022, ofiserien polis lec'hel o devoa kavet ur vered gant 440 korf-marv d'an nebeutañ. Darn eus kêr a oa bet distrujet, e-tro 80% eus ar savadurioù. Hervez melestradurezh kêr hag Oblast C'harkiv, e-tro 1000 den zo marvet eno abaoe Aloubadeg Ukraina.
-
Volodimir Zelenskiy en Izioum, 14 Gwengolo 2022