Volodimir Zelenskiy
Volodymyr Oleksandrovych Zelensky ganet d'ar 25 a viz Genver 1978, zo ur politikour, skrivagner senario, aktour, fentigellour ha prezidant dilennet ukrainian. Dilennet e oa bet goude dilennadegoù prezidant Ukraina 2019.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Ukraina |
Lealded | Ukraina |
Anv e yezh-vamm an den | Володимир Олександрович Зеленський |
Anv-bihan | Volodymyr |
Anv-familh | Zelenskyy |
Patronym or matronym | Oleksandrovych, Aleksandrovich |
Lesanv | Зелёный |
Anv berr | Зе, Зе |
Ukrainian national romanization | Volodymyr Zelenskyy |
Deiziad ganedigezh | 25 Gen 1978 |
Lec'h ganedigezh | Kryvyi Rih |
Tad | Oleksandr Zelenskyj |
Mamm | Rimma Zelenska |
Pried | Olena Zelenska |
Bugel | Kyrylo Zelenskyi, Oleksandra Zelenska |
Den heverk | Ihor Kolomoyskyi |
Yezh vamm | rusianeg |
Yezh implijet dre skrid | rusianeg, saozneg, ukraineg, spagnoleg |
Micher | politiker |
Implijer | Kvartal 95, Inter, 1+1, Office of the President of Ukraine |
Karg | Prezidant eus Ukraina, Supreme Commander of the Armed Forces of Ukraine |
Bet war ar studi e | Kryvyi Rih Institute of Economics, Kyiv National Economic University named after Vadym Hetman |
Lec'h annez | Mariinskyi Palace |
Lec'h labour | Kryvyi Rih, Kyiv |
Deroù ar prantad labour | 1995 |
Affiliation string | President of Ukraine |
Strollad politikel | Servant of the People |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2019 Ukrainian presidential election |
Strollad etnek | Ukrainian Jews |
Perzhiad e | 2019 Ukrainian presidential election, 2022 Volodymyr Zelenskyy visit to the United States, World Economic Forum Annual Meeting 2020, Visiting Dmitry Gordon |
Brezel | aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, Brezel an Donbas |
Benveg sonerezh | mouezh |
Oberenn heverk | Servant of the People |
Tachenn | political satire |
Levezonet gant | Alexander Maslyakov |
Lec'hienn ofisiel | https://president.gov.ua |
Priz | Tantsi z zirkamy |
Notable role | Vasily Petrovych Goloborodko |
A-raok mont gant hent ar politikerezh, Zelensky a oa bet diplomet war ar Gwir ha krouet en devoa un embregerezh produiñ, Kvartal 95. An embregerezh a brodue filmoù, tresadennoù-bev hag abadennoù ha stiradoù skinwel fent. Kvartal en deus bet krouet dreist-holl ar stirad skinwel Servijour ar Bobl, lec'h ma weler Zelensky o c'hoari ur c'helenner istor aet da vezañ prezidant Ukraina. Ar stirad skinwel zo bet skignet etre 2015 ha 2019. Ur strollad politikel gant ar memes anv a oa bet krouet e miz Meurzh 2018 gant implijidi eus an embregerezh Kvartal 95.
Zelensky en doa disklêriet ez aje war ar renk evel danvez prezidant d'an 31 a viz Kerzu 2018. C'hwec'h miz goude, Zelensky a embanne ofisiel e oa danvez prezdiant, bez e oa dija unan eus an danvez prezidanted harpet ar muiañ er vro hervez ar sontadegoù. Zelensky a zo bet trec'h e-pad dilennadegoù prezidant 2019 Ukraina gant ouzhpenn 73% eus ar votoù. Trec'het garv eo bet ar prezidant kozh Petro Poroshenko.