Brezel an Donbas
Brezel an Donbas, pe Brezel en Donbas, a oa bet ul lodenn eus ar Brezel etre Ukraina ha Rusia lec'hiet e rannvro an Donbas en Ukraina. Kroget e oa bet ar brezel e miz Ebrel 2014, pa oa bet unvezioù komando renet gant ar c'heodedour rusian Igor Girkin o kemer ar galloud e Sloviansk en Oblast Donetsk. Nerzhioù lu Ukraina o doa kroget un oberiadur brezel a-enep dezho. Kendalc'het e oa ar brezel met ouzhpenn-se e oa kendalc'het e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.
Iskevrennad eus | right of revolution |
---|---|
Rann eus | Brezel etre Ukraina ha Rusia, 2013–2014 Ukrainian political crisis |
Stad | Ukraina |
Lec'h | Donbas, Donetsk Oblast, Luhansk Oblast |
Daveennoù douaroniel | 48°0′0″N 38°0′0″E |
Deiziad kregiñ | 6 Ebr 2014 |
Perzhiad | Republik Pobl Donetsk, Republik Pobl Louhansk, Ukraina, Rusia |
Abeg kentizh | dispac’h an Dinentez, 2014 pro-Russian unrest in Ukraine, 18–21 February 2014 clashes in Ukraine, Russian irredentism, 2014 Euromaidan regional state administration occupations |
Kronologiezh
kemmañE miz Meurzh 2014, goude Reveulzi an Dinded, e oa krog manifestadegoù enep-reveulzi hag a-du gant Rusia e rannvroioù oblastoù Donetsk ha Luhansk en Ukraina anvet "an Donbas". Ar re-se a oa kroget er memes amzer ma oa bet Rusia oc'h aloubiñ Krimea. Disrannourien armet dafaret gant Rusia o devoa kemeret savadurioù gouarnamant Ukraina hag embannet krouidigezh Republikoù Donetsk ha Louhansk (DPR hag LPR) evel stadoù dizalc'h, ar pezh a oa bet mammenn d'ur stourm a-enep nerzhioù lu Ukraina. Rusia a oa kroget da harpañ war-eeun an disrannerien o reiñ armoù hag o kas unvezioù soudarded dezho. Da gentañ e oa bet embannet gant Rusia e oa bet kaset di "milourien arbennikaet", met goude-se e oa bet anzavet e oa darn eus an disrannourien, soudarded mailh kozh eus Rusia. E miz Ebrel 2014, Ukraina he doa boulc'het un enebargadenn, anvet ez-ofisiel "an Oberiadur enep-sponterezh", hag adanvet goude-se "Joint Forces Operation" (JFO). E miz Eost 2014, Ukraina a oa deuet a-benn da adkemer darn eus an tiriadoù a oa e-dalc'h an disrannourien ha darbet e oa bet dezhi bezañ mestr en-dro war an harzoù etre Rusia hag Ukraina. Evel respont, Rusia he devoa kaset dre guzh bagadoù soudarded gante tankoù ha kanolioù en Donbas. Harp Rusia en doa roet an tu d'an disrannourien da adkemer un darn eus an douaroù o devoa kollet.
Ukraina, Rusia, an DPR hag LPR o devoa sinet un arsav-brezel, anvet Protokol Minsk, e miz Gwengolo 2014. Ne voe ket doujet gant an daou du ; 29 torr d'an arsav a voe. A-benn ar fin e voe adkroget gant an emgannoù e miz Genver 2015, ha d'ar mare-se e oa bet aloubet aerborzh Donetsk gant an disrannourien. Un arsav-brezel nevez a voe, anvet Minsk II. Sañset e oa bezañ lakaet da dalvezout d'an 12 a viz C'hwevrer 2015. Dres goude ar sinadur o doa an disrannourien adlañset an Argadenn war Debaltseve ha rediet e oa bet nerzhioù lu Ukraina da gilañ. An emgannoù a oa kendalc'het met an talbenn ne oa ket kemmet. Pep tu a oa bet o prientiñ difennoù lies ha kreñv, o toullañ linennoù fozioù-difenn, bunkerioù ha ribinoù dindan-zouar, ar pezh en doa degaset ur brezel fozioù difenn difiñv. Dre ma oa chomet pep hini eus an tuioù hep klask argadiñ e oa bet graet eus ar brezel-se "tabut skornet", met an Donbas a-bezh a oa chomet un dachenn vrezel, gant degadoù a dud (trevourien dreist-holl) lazhet bep miz. E 2017, ur soudard eus Ukraina a varve bep tri devezh, hag istimañ a reer e oa 40 000 disrannour ha 6000 soudard eus unvezioù Rusia er rannvro.
E fin ar bloavezh 2017, evezhierien an OSCE o devoa kontet 30 000 den gwisket evel soudarded o treuziñ an harzoù o tont eus Rusia e daou checkpoint e-lec'h ma oant bet aotreet da evezhiañ, ha test e oant bet gant prouennoù e oa charreadennoù milourel o treuziñ dre guzh an harzoù etre Rusia hag Ukraina. An daou du a oa savet a-du evit ur steuñv a oa sañset paouez gant ar brezel e miz Here 2019, met chomet eo hep diskoulm. E 2021, ar c'holloù evit Ukraina a oa pignet buan hag uhel, ha nerzhioù lu Rusia a oa bet muioc'h-muiañ anezho en harzoù gant Ukraina. Rusia en doa anzavet ez-ofisiel republikoù an DPR hag an LPR evel stadoù dizalc'h d'an 21 a viz C'hwevrer 2022, hag he nerzhioù lu a oa aet tre en tiriadoù-se. D'ar 24 a viz C'hwevrer e oa kroget Rusia gant un oberiadur aloubiñ bro Ukraina, hag ar Brezel en Donbas a oa deuet da vezañ ul lodenn eus ar brezel hollek.
E-tro 14 000 den a zo bet lazhet e-kerzh ar brezel : 6500 Rusian pe tud harpet gant Rusia, 4400 eus an nerzhioù lu Ukraina, ha 3400 trevour a bep tu. Darn eus an drevourien lazhet a oa bet da vare kentañ bloavezh ar brezel.
Kenarroud
kemmañEn desped da vezañ bet anzavet ofisiel evel ur vro dishual abaoe 1991, evel republik diazez eus an URSS, Ukraina a oa gwelet gant pennoù bras Rusia evel ul lodenn eus o sferenn levezon. E 2002 ur pennad gant Taras Kuzio oc'h embann "While accepting Ukrainian independence, Putin has sought to draw Ukraine into a closer relationship. This approach has been acceptable to eastern Ukrainian oligarchs, who do not harbour anti-Russian feelings".