Nerzhioù lu Ukraina

Ar Zbroini syly Ukrainy (brezhoneg: nerzhioù lu Ukraina) eo hollad arme Ukraina. An nerzhioù diazez eo evit talañ rak un dagadenn a vefe sevenet a-enep Stad Ukraina. An holl nerzhioù-se gant re ar surentez zo dindan galloud prezidant ar vro.

Nerzhioù lu Ukraina
nerzhioù lu
Deiziad krouiñ1991 Kemmañ
Anv er yezh a orinЗбройні сили України Kemmañ
Anv berrЗСУ Kemmañ
Perzhiad eBrezel etre Ukraina ha Rusia, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, second battle of Lyman Kemmañ
Den e penn an aozadurCommander-in-Chief of the Armed Forces of Ukraine Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
A dalv evit tiriadUkraina Kemmañ
Sez sokialKyiv Kemmañ
Raklec'hiet gantQ4124950 Kemmañ
Erlec'hiañ a raUnited Armed Forces of the Commonwealth of Independent States Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.zsu.gov.ua Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùLaw of Ukraine “On the Armed Forces of Ukraine” Kemmañ
Commanded byPresident of Ukraine Kemmañ
Banniel Nerzhioù lu Ukraina
Skoed ardamez Nerzhioù lu Ukraina

Nerzhioù lu Ukraina zo savet gant meur a skourr:

Morlu Ukraina en deus un droadegiezh vunut hag un nerzh nij. Goude ma voe taget ar vro e 2014 gant Rusia, ar prezidant en devoa roet urzh da sevel bezenoù emouestlidi dindan urzhioù ar gouarnamant evit harpañ an nerzhioù lu. Da gentañ holl e oant bet arc'hantaouet nebeut gant arc'hant rannvroel ha bet e oant bet arc'hantaouet dreist-holl gant roadennoù arc'hant. E miz Du 2014, darn ar batailhonoù-se a oa bet kendeuzet en nerzhioù douar lu Ukraina. Ar Gward broadel ukrainat eo adarmead an nerzhioù lu.

Goude ar stourmadennoù a-enep Rusia, Ukraina he doa kresket an nerzhioù lu betek tizhout 204 000 soudard (+ 46 000 trevour adarmead) e 2014, hep kontañ an nerzhioù a-eil evel Gwarded an harzoù (53 000), Gward broadel Ukraina nevez savet (60 000) pe ar servijoù surentez. E 2022 hollad nerzhioù lu Ukraina a zo 250 000 (215 000 soudard). An eil nerzh lu eo er rannvro goude Nerzhioù lu Rusia. Pal ar prezidant Volodimir Zelenskiy embannet e 2022 a oa tizhout un hollad a 350 000 er bloavezh 2025, en ur ehan gant ar c'hoñje ha lakaat e plas ur gourdoniñ berr met puilh.

Abaoe an 3 a viz Even 2016 eo bet aotreet ar maouezed da servij en nerzhioù lu stourm.

Plas ar maouezed

kemmañ

Dre an urzh Niverenn 292 embannet gant Ministrerezh an difenn e oa bet aotreet ar maouezed da servij en unvezioù-stourm.

Hervez sifroù Ministrerezh difenn Ukraina, e miz Even 2016 e oa 49 500 maouez er servij pe o labourat evit an nerzhioù lu. Ouzhpenn 17 000 a oa soudardezed, gant 2000 anezho o vezañ ofiserezed. E 2020, 58 000 maouez a zo er servij en Ukraina.

 
Soudardezed Ukraina o tibunañ evit lidañ Devezh an dieubidigezh e 2018