Morlu Ukraina
Morlu Ukraina (ukraineg: Військово-морські сили Збройних сил України, ВМС ЗСУ, Viiskovo–morski syly Zbroinykh syl Ukrainy, berraet en VMS ZSU, 'Nerzhioù Morlu nerzhioù lu Ukraina') eo hollad nerzhioù morlu Ukraina hag unan eus eizh skourr Nerzhioù lu Ukraina.
Rann eus | Nerzhioù lu Ukraina |
---|---|
Deiziad krouiñ | 12 Kzu 1991 |
Anv berr | ВМСУ |
Stad | Ukraina |
Lec'h | Odesa, Sevastopol |
Item operated | Ukrainian Navy fleet |
Roll elfennoù | list of ships of the Ukrainian Navy |
An nerzhioù morlu a zo savet gant pemp skourr disheñvel – nerzhioù gorre, nerzhioù dindan-vor, nerzhioù nij morlu, kanolierezh roketennoù arvorel ha troadegiezh-vor. E 2022, Morlu Ukraina a oa savet gant 15 000 ezel ; a-ziwar an hollad e oa 6000 soudard en droadegiezh-vor.
Pennlec'hioù Morlu Ukraina a oa, betek stagidigezh Krimea ouzh Kevredad Rusia, lec'hiet e Sebastopol e Krimea. Ukraina a zo bet o klask adsevel nerzhioù mor ar vro abaoe 2005 dre ar steuñv 58250, ar c'hentañ korvetenn ukrainian soñjet hh savet evel korvetenn. Ouzhpenn-se ez eus bet goulennet ma vije savet 4 bag-ged e 2013 gant Willard Marine. Ukraina a zo adkroget ivez produerezh Bigi kanoliata stêr Gryuza.