Sevastopol (Севасто́поль, Sevastopol’, en ukraineg ha rusianeg, Aqyar e tatareg Krimea) a zo ur gêr gant ur statud ispisial e Krimea, ur republik emren eus Ukraina, hag ur porzh war ar Mor Du. 340 297 a dud a oa o vevañ enni e 2011. Porzh stag ul lodenn vras eus Lestraz Rusia ar Mor Du eo, daoust ma 'mañ en Ukraina. Feurmet eo gant ar Rusianed betek 2024.

Ur sell war Sevastopol.

D’an 18 a viz Meurzh 2014 eo lakaet da vezañ ur gêr gevreadel eus Rusia, met n'eo degemeret kement-se gant ar gumuniezh etrebroadel.

Savet e oa bet kêr e 1783 gant Katelin II Rusia ha deuet da vezañ porzh brezel bras Impalaeriezh Rusia hag URSS.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.