Nerzhioù Douar Ukraina (SVZSU, ukraineg: Сухопутні війська Збройних сил України), brudet ivez evel Tirlu Ukraina, eo hollad nerzhioù douar Ukraina, o vezañ unan eus eizh skourr Nerzhioù lu Ukraina. Ur wech dishualet Ukraina goude disrann an URSS, e oa bet savet an tirlu gant unvezioù a oa bet en Tirlu Soviedat. Mammenn an unvezioù-se a zo da gavout e lu Republik Poblel Ukrania (1917–22).

Tirlu Ukraina
Lu
Rann eusNerzhioù lu Ukraina Kemmañ
Deiziad krouiñC'hwevrer 1917 Kemmañ
Anv er yezh a orinСухопутні війська Збройних сил України Kemmañ
Skour luNerzhioù lu Ukraina Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Lec'hKyiv Kemmañ
IsaozadurAerorozvidka Kemmañ
Sez sokialKyiv Kemmañ
Niverenn bellgomz+380-800-500-410 Kemmañ
Postelmailto:call.ksv@post.mil.gov.ua Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.mil.gov.ua/ministry/sklad-zbrojnix-sil-ukraini/suhoputni-vijska/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)ensign of the Ukrainian Ground Forces Kemmañ
Commanded byOleksandr Syrsky Kemmañ

Pa oa bet roet lamm d'an URSS e 1991, lu Ukraina a oa dafaret gant armoù soviedat. Goude dishualded ar vro e 1991 e oa chomet dizarc'hantet an nerzhioù lu ha diskennet an niver a izili. An disoc'h a oa bet gwelet an Tirlu, met ivez hollad an nerzhioù lu, o kaout dafar kozh, evit ul lod dizimplijapl ha gant ul lodenn bras a-walc'h e mirlec'hioù. E miz Gouhere 2014, darn eus dafar an tirlu a oa re gozh. An niver a soudarded a oa bet izelaet betek re, ar re-se ne oant ket gourdonet mat, ar pennoù bras kement hag an nerzhioù harpañ a oa fall. Goude ma vije kroget Brezel an Donbas e miz Ebrel 2014 e Reter Ukraina, ar vro a oa kroget gant ur steuñv brasaat an armeoù, modernaat an dafar. Pignet e oa an niver eus soudarded ar vro da 129 950 e Meurzh 2014 betek 204 000 soudard enaouet e Mae 2015, 169 000 soudard eus skourr an tirlu a oa e 2016. E 2016, 75% eus an tirlu a oa izili kevrataet. Abaoe 2014, nerzhioù douar Ukraina a zo bet oc'h implij muioc'h-mui dafar kornôgel. Abaoe 2022 hag aloubadeg ar vro gant Rusia eo aet kalz war-raok kornôgadur dafar ha kadoniezhoù ar vro.