Nerzhioù Difenn Tiriadel (Ukraina)

An Nerzhioù Difenn Tiriadel (ukraineg: Війська територіальної оборони, romanekadur: Viiska terytorialnoi oborony) a vez graet eus an adarmead lu eus Nerzhioù lu Ukraina. An Nerzhioù Difenn Tiriadel a oa bet savet goude adstummañ Batailhonoù an Difenn Tiriadel, unvezioù a youl vat krouet e-kerzh Brezel an Donbas hag a oa dindan urzhioù Ministrerezh an Difenn. Unvezioù an Difenn Tiriadel a oa bet anezho dija en ur stumm damaozet etre 2015 ha 2021. Er bloavezh 2022 e voent adsavet ha stummet en un doare ofisiel betek bezañ korfadoù unvanet hag a zo deuet da vezañ ur skourr emren eus Nerzhioù lu Ukraina.

Nerzhioù Difenn Tiriadel (Ukraina)
military branch
Iskevrennad eushomeland defense Kemmañ
Rann eusNerzhioù lu Ukraina Kemmañ
Deiziad krouiñ2014 Kemmañ
Anv berrТрО, TDF Kemmañ
BrezelBrezel etre Ukraina ha Rusia Kemmañ
Skour lulight infantry Kemmañ
Testenn ar ger-sturГотові до спротиву Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Niverenn bellgomz+(38) 0800-507-028 Kemmañ
Postelmailto:tro.info@post.mil.gov.ua Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://sprotyv.in.ua Kemmañ
Commanded byAnatoliy Barhylevych Kemmañ

An izili a zo evit ul lodenn adarmeidi hanter amzer, peurvuiañ soudarded gant skiant-prenet, ha ma vez brezel e c'hall bezañ ledanaet evit degemer trevourien lec'hel a-youl-vat evit un difennerezh lec'hel. Ma vez un engalvadur, e vez kemmesket an holl evit kaout soudarded gant skiant-prenet e-penn an holl emouestlidi. An NDT a zo bet enaouet en un doare ofisiel e 2022 pa oa kroget Aloubadeg Ukraina gant Rusia. Ouzhpenn 100 000 trevour a oa emouestlet e miz Meurzh 2022.

Lejion Etrevroadel an Difenn Broadel eus Ukraina, savet gant emouestlidi estren, zo ul lodenn eus an Nerzhioù Difenn Tiriadel.