Nerzhioù lu Rusia
Nerzhioù armet Kevread Rusia, e rusianeg Вооружённые Си́лы Росси́йской Федера́ции (Vooruzhonnije Síly Rossíyskoj Federátsii) anavezet gwelloc’h dindan an anv a Nerzhioù armet Rusia, Arme Rusia pe c’hoazh Lu Rusia, a reer eus nerzhioù milourel kenstrollet Rusia. Mont a reont d’ober ar pempvet arme vrasañ er bed evit ar pezh a sell ouzh ar c’hoskor e servij oberiant gant 2 vilion a dud en adarme, da nebeutañ[1][2]. Mont a ra d’o ober an Nerzhioù douar, ar Morlu, hag an Nerzhioù Aeregorel, a-gevret gant tri skourr servij dizalc’h : an Nerzhioù fuc’hellek strategel, an Nerzhioù aerdouget hag an Nerzhioù oberiañ dibar. Dindan lezenn gevreadel Rusia ez a Nerzhioù armet Rusia, asambles gant Gward an harzoù, ar Servij Surentez Broadel (SSB), ar Gward broadel, Ministrerezh an Aferioù diabarzh (MAD), ar Servij Gwareziñ Broadel (SGB), ar Servij Titouriñ Diavaez (STD), Pennrenerezh an Titouriñ, ha Ministrerezh an Darvoudoù Trummadek d’ober servijoù difenn Rusia. Emaint-holl war-eeun dindan kontrol Kuzul Surentez Rusia.
Sellet a reer ouzh Nerzhioù Armet Rusia evel eil arme galloudusañ ar bed[3], hag emañ ganto brasañ arsanailh armoù nukleel ar bed, dreist da hini ar Stadoù-Unanet[4]. Merañ a reont an eil lestraz vrasañ a listri-spluj a gas fuc’helloù balistik danvorel[5], ha bez’ ez int unan eus an teir arme (gant re Sina hag ar Stadoù-Unanet) a implij bombezerioù strategel[6]. Embann a ra Rusia he deus an niver a dankoù brasañ er bed[7], ha derc’hel a ra e ratre un nerzh galloudus-meurbet war vor hag en aer[8]. E 2020 e oa renket budjed arme Rusia er pevare renk er bed gant 61,7 miliard a zolarioù US[9].
Diouzh lezenn e Rusia e rank pep gwaz oadet etre 18 ha 27 vloaz ober ur bloavezh servij soudard[10]. Koulskoude, mankoù a zo bet merzet evit a sell ouzh ar varregezh d'en em gannañ ken diouzh tu an taktik ha diouzh tu an oberiadennoù e-pad aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022. Rannoù disheñvel eus an arme o doa diaesterioù evit stourm a-gevret dindan urzhioù dispis ha faos Vladimir Poutin (da lavaret eo urzhioù da zinaziekaat Ukraina)[11][12][13].
Skourroù an arme
kemmañAozet eo an Nerzhioù armet, dindan aotrouniezh Ministrerezh an Difenn, e meur a rann :
- "Tri skourr an Nerzhioù armet": an Nerzhioù Douar, an Nerzhioù aeregorel, hag ar Morlu
- An daou "skourr bagadoù diforc’het": an Nerzhioù Fuc’hellek Strategel hag an Nerzhioù Aerdouget
- "Nerzhioù dibar an Nerzhioù Armet": an Nerzhioù Oberiañ Dibar
- An Harp logistik dezhañ ur statud a-ziforc’h dezhañ e-unan.
Ouzhpenn-se ez eus daou "skourr bagadoù a-ziforc’h" ouzhpenn, ar Gward Broadel ha Servij an Harzoù. Holl emaint dindan framm lezennel an "Nerzhioù Armet" ha pa vefent er-maez eus beli Sturvod Nerzhioù Armet Kevread Rusia. Savet eo ar Gward broadel diwar diazez ar pezh a oa anvet kent Bagadoù Diabarzh Rusia. Distaget eo bet ar framm nevez diouzh Ministrerezh an Aferioù Diabarzh evit mont da sevel un Ajañs nevez, lakaet dindan beli Prezidant Rusia end-eeun. Servij an Harzoù a zo, evit gwir, un aozadur ledvilourel stag ouzh ar Servij Surentez Kevreadel, anezhañ pennañ ajañs titouriñ ar vro. Kefridioù pouezus o deus an daou aozadur-se pa vez brezel, ouzhpenn o obererezhioù war ar pemdez pa vez peoc’h. Embreger a reont unvezioù Douar, Aer ha Mor dezho o-unan.
Resisaet eo an niver a dud en armeoù dre zekred a-berzh Prezidant Rusia. D’ar 1añ a viz Genver 2008, e oa bet merket da bal un niver a 2 019 629 hinienn, en o zouez 1 134 800 milour[14]. E 2010 e oa bet brasjedet gant an Ensavadur etrebroadel war ar Studioù Strategel (IISS) e oa e-tro 1 027 000 milour oberiant en Nerzhioù armet rusian ha wa-dro 2 035 000 a dud en adarme (tud bet graet o servij-soudard ganto evit ar pep brasañ anezhe)[15]. A-geñver gant an niver a dud resisaet dre zekred ne oa bet renablet nemet 766 000 a dud bet resevet ur gopr ganto dre an aodit kaset da benn gant Kambr Rusia e miz Here 2013.[16][17].
Hervez Ensavadur etrebroadel Stockholm war an imbourc’h evit ar peoc’h, eo bet kresket eus 37% ezporzhiadennoù Rusia war an armoù bras etre 2005–2009 ha 2010–2014[18]. Russia he deus dispignet 66,4 $ miliard a zollaroù evit armoù e 2015,[19] ha 69,2 $ miliard e 2016. Tapet eo bet an 3e plas ganti (war-lerc’h Stadoù-Unanet Amerika ha Sina)[20].
Hervez ministrerezh an Difenn e Rusia an dregantad a armoù modern implijet gant arme Rusia hag he lestraz a save da 71.2% e 2021 ha 99% anezho a oa e-ratre-vat[21][22][23].
Istor
kemmañEnt ofisiel eo bet divodet an Unaniezh soviedel d’ar 25 a viz Genver 1991. A-hed ar bloaz war-lerc’h e oa bet graet strivoù liesseurt evit derc’hel an arme a-unan hag evit he zreuzfurmiñ en arme ur c’hengevread Stadoù dizalc’h (KSD). Poan gollet avat. Gant an amzer o vont hebioù, unvezioù zo, staliet er Republikoù dizalc’h, o deus touet lealded d’o gouarnamantoù broadel nevez. E-keit-se ez eus bet sinet meur a feuremglev etre ar Stadoù nevez tapet o dizalc'hiezh ganto evit dasparzhañ an araezioù hag an dafar milourel etrezo[24].
Evit doare, goude bezañ lakaet o c’hrog war ar pep brasañ eus ar Bagadoù diabarzh soviedel kozh ha war Bagadoù soviedel an Harzoù, an intrudu nemeti zo bet graet a-raok Meurzh 1992 gant gouarnamant Rusia a zo bet divizout sevel ar Gward Broadel.[25] Ac'hann da 1995 e oa bet soñjet sevel da nebeutañ 11 brigadenn enno etre 3 ha 5000 a dud, evit mont betek 100 000 a dud d’ar muiañ.
Unvezioù milourel ar Warded a oa da vezañ dispaket e 10 pastell-vro, Moskov en o zouez (teir brigadenn) hag en un niver mat a gêrioù hag a rannvroioù bras all. A-benn fin Gwengolo 1991 e oa e-tro 15 000 Gward broadel e biojoù Moskov. Soudarded kozh eus an Nerzhioù Armet Soviedel (NAS) a yae d’e ober evit an darn vrasañ. Er fin, e kinnigas ar Prezidant Yeltsin un dekred "Diwar-benn dasparzh Gwarded Rusia, met ne voe ket lakaet da dalvezout gwech ebet[26]. Goude bezañ sinet emglevioù Belavezha d’an 21 a viz Kerzu 1991, e voe sinet ur protokol gant Stadoù nevez ar C’hengevread Stadoù Dizalc’h (KSD) evit envel, da c’hortoz, Yevgeny Shaposhnikov da vinistr an Difenn ha da gomandant an nerzhioù armet en holl Stadoù, en o zouez an nerzhioù nukleel. D’ar 14 a viz C’hwevrer 1992 e teuas Shaposhnikov da vezañ Penngomandant nerzhioù armet ar KSD ent ofisiel. D’ar 16 a viz Meurzh 1992 e krouas Boris Yeltsin, dre zekred, Nerzhioù Armet Kevread Rusia anezho renerezh oberiant uhelgomandanterezh ar Stadoù kevredet a oa ar Prezidant en o fenn. A-benn ar fin, d’ar 7 a viz Mae 1992, e sinas Yeltsin dekred sevel an Nerzhioù Armet ma kemeras ar penn anezho evel Penngomandant.[27]
E miz Mae 1992 e teuas ar Jeneral-Koronal Pavel Grachev da vezañ Ministr an Difenn ha dre se e teuas da vezañ ivez ar c’hentañ jeneral anvet er garg-se. Padal, e-keit-se, e-tro miz Eost pe Kerzu 1993 e teuas frammoù milourel ar KSD da vezañ frammoù kenlabour milourel ar KSD. A-benn neuze e oa kollet pep levezon gwir gant Rusia war nerzhioù armet ar Stadoù nevez[28].
Er bloavezhioù da-heul en em dennas Nerzhioù Rusia eus kreiz ha reter Europa met ivez eus Republikoù nevez-dizalc’h zo ganet goude, diwar diskar an Unaniezh soviedel. E lec’hioù zo e c’hoarvezas plaen dilec'h Nerzhioù an arme rusian met e lec’hioù all a savas tabut diwar o fenn, evel e bon morlu Sebastopol e Krimea, en Abkhazia, Suosetia hag e Transnistria. Miret he deus an arme rusian meur a von e broioù estren, dreist-holl war tiriadoù ar Republikoù soviedel kozh.
Framm
kemmañMinistrerezh an Difenn Kevread Rusia (MaD) a ya d’ober melestradurezh an Nerzhioù armet. Abaoe amzer an Unaniezh Soviedel eo bet ar Pennsturvod hollek an aotrouniezh pennañ karget da ober war-dro Nerzhioù armet Rusia ha da sturiañ anezho. E 1998 e lavare William Odon, anezhañ un arbennigour eus Stadoù-Unanet Amerika, kement-mañ : 'Gallout a reer empentiñ ur Pennsturvod Soviedel hollek o vont en-dro hep Ministrerezh an Difenn, met ur MaD hep ar Pennsturvod ne c’hall ket bezañ[29].
Koulskoude, er bloavezhioù diwezhañ, roll ar Pennsturvod a zo bet strishaet da hini ur gevrenn vinistrerezhel war ar steuñvekaat strategel. Ar Ministr e-unan, Sergei Shoigu, en deus hañvalet gounit muioc’h a aotrouniezh seveniñ war an arme. Kevrennoù all eus an arme a ya d’o ober renerezh ar c’hoskor : Koskor Adreñv Nerzhioù Armet Kevread Rusia, Bagadoù an Hent-Houarn, Bagadoù Pellgehentiñ hag ar Bagadoù savaduriñ. Ar Jeneral arme Valery Gerasimov eo Penn ar Pennsturvod hollek evit ar mare.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ International Institute for Strategic Studies (25 C'hwevrer 2021). The Military Balance 2021. Londrez : Routledge. 191 p. ISBN 978-1-85743-988-5.
- ↑ Nichol, Jim (24 Eost 2011). Russian Military Reform and Defense Policy. Congressional Research Service. Levraoueg ar C'hendalc'h. “Kontañ a reer e-tro 20 milion a dud bet en Adarme, en o zouez 10% hag a zo bet e servij oberiant e-pad ar 5 bloaz diwezhañ.”
- ↑ Ukraine has will, but Russia has might: How their military forces match up. CBC News. Canadian Broadcasting Centre (26 C’hwevrer 2022). “...Russian Federation commands the world's second-most powerful military...”
- ↑ Nuclear Weapons: Who Has What at a Glance. Arms Control Association (Eost 2020).
- ↑ Ballistic missile submarines data. Asia Power Index. Lowy Institute (2021).
- ↑ (2004) Balance of power: theory and practice in the 21st century. Stanford University Press. 332 p. ISBN 978-0-8047-5017-2.
- ↑ Sharkov, Damien (8 Du 2017). Russia Says It Has More Tanks Than Any Other Nation in the World. Newsweek.
- ↑ Ukraine fighting to stop 'a new iron curtain' after Russian invasion. The Guardian (24 C’hwevrer 2022). “...Russia has a very effective aerial, naval and ground fires capability...”
- ↑ Trends in World Military Expenditure, 2020. Stockholm International Peace Research Institute (26 Ebrel 2021).
- ↑ Lezenn kevreadel 53-FZ, 28 a viz Meurzh 1998 : "О воинской обязанности и военной службе" (diwar-benn an dlead milourel hag ar servij en arme)
- ↑ "The woes of the Russian war machine are big and real. Are they also temporary?" (2022-02-28).
- ↑ "The Russian Military's Debacle in Ukraine". The New Yorker (in saozneg Amerika). 2022-03-11. Retrieved 2022-03-15.
- ↑ War fears grow as Putin orders troops to eastern Ukraine (en)(2022-02-21).
- ↑ Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified (ru). Garant.ru (6 C’hwevrer 2008).
- ↑ IISS Military Balance 2010, p. 222
- ↑ "766,055" (31 Here 2013).
- ↑ Template error: argument title is required.
- ↑ Trends in International Arms Transfer, 2014. Stockholm International Peace Research Institute.
- ↑ Trends in World Military Expenditure, 2015. Stockholm International Peace Research Institute (Ebrel 2016).
- ↑ Россия вышла на третье место в мире по объему военных расходов, оттеснив Саудовскую Аравию Patrom:Webarchive NEWSru, 24 Ebrel 2017.
- ↑ Share of modern weapons in Russian army exceeds 71% — Defense Minister.
- ↑ Share of modern weaponry in service with Russian army, fleet amounts to 71.2% — minister.
- ↑ Modern weapons rate in the army must be 71.9% by Jan 1 — Russian Defense Minister.
- ↑ Evit un diverrañ eus ar maread-se, sellet ouzh Odom, William E. (1998). The Collapse of the Soviet Military. Yale University Press. ISBN 0-300-07469-7.
- ↑ Evit eskemmoù abred diwar-benn ar prantad-se, gwelet Richard Woff, "A Russian Army", Jane's Intelligence Review, Mae 1992, 198-200. Gwelet ivez Voenniy vestnik No 12, 1991.
- ↑ Short life of the new Russian Guard. Tsiganok.ru (21 Kerzu 2006).
- ↑ Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified (ru). Politika.su.
- ↑ Savet e oa bet ar Sturvod evit ar C'henlabour milourel en Uhelgomandanterezh Nerzhioù armet kevreet ar KDS e miz MEurzh 1992 ha goude adaozet en ur Sturvod kenurzhiañ e miz Eost 1993. Buan-tre e teuas da vezañ ur framm gwan a-feur ma teue ar Stadoù nevez da lakaat o aotrouniezh da dalvezout war o nerzhiom armet dezho o-unan. (Russia and NIS Mineral Industry Handbook, International Business Publications, 2007.) Vladimir Yakovlev, ur jeneral arme a hañval bezañ bet anvet Pennsturvod c’hoazh e miz Mezheven 2001 (DS2002-0819).
- ↑ William Eldridge Odom, 'The Collapse of the Soviet Military,' Yale University Press, 1998, p.27