Jón Kalman Stefánsson
Jón Kalman Stefánsson (ganet d'ar 17 a viz Kerzu 1963) zo ur skrivagner islandat.
Buhez
kemmañGanet e voe Jón Kalman e Reykjavík. Tremen a reas e vugaleaj er gêr-se hag e Keflavík. Etre 1975 ha 1982 e voe o chom e kornôg Island, ma reas a bep seurt micherioù goude echuiñ e studioù.
Etre 1986 ha 1991 e studias al lennegezh e skol-veur Island, met hep tapout diplom uhel ebet. Da neuze e stagas da gelenn en eil derez ha da skrivañ pennadoù evit ar gazetenn islandek Morgunblaðið. Etre 1992 ha 1995 e voe o chom e Kopenhagen, e Danmark, oc'h ober a bep seurt micherioù. Distreiñ a reas da Island da labourat evel levraoueger e levraoueg Mosfellsbær. Abaoe e vev diwar e bluenn.
Peder gwech eo bet kinniget e anv evit Priz lennegezh Kuzul an Norzh, hag ur wech evit an International Booker Prize[1].
Skridoù
kemmañRomantoù
kemmañ- Sumarið bakvið Brekkuna (1997)
- Birtan á fjöllunum (1999)
- Ýsimlegt um risafurur og tímann (2001)
- Snarkið í stjörnunum (2003)
- Sumarljós og svo kemur nóttin (2005)
- Himnaríki og helvíti (2007)
- Harmur englanna (2009)
- Hjarta mannsins (2011)
- Fiskarnir hafa enga fætur (2013)
- Eitthvað á stærð við alheiminn: ættarsaga (2015)
Barzhonegoù
kemmañ- Með byssuleyfi á eilífðina (1988)
- Úr þotuhreyflum guða (1989)
- Hún spurði hvað ég tæki með mér á eyðieyju (1993)
Skridoù troet
kemmañTroet eo bet e skridoù e meur a yezh, e galleg, e saozneg, en alamaneg, en italianeg... hag e brezhoneg :
- Baradoz hag ifern, troet diwar "Himnaríki og helvíti" gant Mich Beyer hag Ólöf Pétursdóttir, An Alarc'h, 2019