Jürgen Peter Vogel (ganet d'an 29 a viz Ebrel 1968 e Hamburg) zo un aktour, ur skrivagner senarioioù, ur produer filmoù hag ur c'haner alaman.

Jürgen Vogel o c'hoari roll Albin e-barzh Wachtmeister Zumbühl gant Urs Odermatt.
 
Dominic Raacke ha Jürgen Vogel e-barzh Polizeiruf 110 – Kleine Dealer, große Träume aozet gant Urs Odermatt.

Jürgen Vogel a zo mab d'ur micherour mevel-ostaleri eus Hamburg. D'e nav bloaz e voe diskouezer dilhad bugale. Goude e studioù eil derez e lakaas e anv en ur skol c'hoariva e München e 1986 met ne chomas eno nemet un devezh avat, a-raok mont da Verlin e-lec'h ma rannas ul lojeiz gant an aktour alaman Richy Müller e-pad daou vloaz. Gouez dezhañ e-unan e voe awenet gant ar film Taxi Driver gant Robert De Niro. Dont a reas brud dezhañ gant film Sönke Wortmann : Kleine Haie. Evit e gasadenn arzel dibar e-giz c'hoarier, kenoberour ha kenbroduer ar film Der freie Wille e tegemeras un arzh arc'hant e 2006[1].

Dibriedet eo Jürgen Vogel, ha tad eo da bevar bugel.

Hansen Band

kemmañ

Evit sonerezh an damdeulfilm film Keine Lieder über Liebe e savas Vogel ar strollad sonerezh Hansen Band faltaziek da gentañ, gant Thees Uhlmann (Tomte), Marcus Wiebusch (Kettcar), Felix Gebhard ha Max Schröder (Olli Schulz und der Hund Marie ha Tomte). Div droiad a voe graet gant ar strollad a-raok deroù ofisiel ar film.

Engouestladur sokial

kemmañ

Abaoe ar 1 a viz Mae 2007 e ra Jürgen Vogel brudererezh evit an Organspendeausweis, ar gartenn alaman evit donezoniñ an organoù goude ar marv. « Ma vefe ur gartenn gant pep hini e c'hellfe kalz muioc'h a dud bezañ sikouret » emezañ.

Ouzhpenn da se en deus kemeret war e chouk paeroniezh an degouezh bloaziek Aufmucken- ur festival e Schulzendorf e-kichen Berlin. Gant tud yaouank eus ar rannvro e vez aozet ar festival sonerezh-se a fell bezañ un arouez a spered degemerus ha digor war ar bed. « A-bouez eo ober traoù e-giz aozañ ur festival evel Aufmucken da skouer, emezañ. Mat e vije ma vije muioc'h a dud yaouank c'hoazh o skoazellañ. Evit se eo ar gevredigezh kiriek da vat. »

Roll filmoù (dibab)

kemmañ

Sonerezh

kemmañ
  • Hansen Band: Keine Lieder über Liebe (21 a viz Here 2005)

Enorioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Quotenmeter.de: Jürgen Vogel zieht in die Schillerstraße.