Dennis Gansel, ganet d'ar 4 a viz Here 1973 e Hannover, zo ur filmaozer hag ur skrivagner senario alaman.

Buhez hag oberoù

kemmañ

Etre 1987 ha 1993 e voe Gansel war ar studi en Tellkampfshule en Hannover, a echuas gant an Abitur (ar vachelouriezh alaman). Er bloavezhioù 1993 betek 1995 e reas e goñje nannsoudard. Eus 1994 betek 2000 e voe war ar studi e Skol-Uhel ar Skinwel hag ar Sinema e München.

Ar film berr The Wrong Trip a voe e film kentañ er bloavezh 1995. E 1999 e leurennias e film hir kentañ, Das Phantom, a zo anezhañ ur thriller politikel en-dro d'an RAF gant Jürgen Vogel er roll pennañ, hini un enklasker polis. Dikouezet e voe ar film er skinwel e 2000, hag en-tu-hont d'an dasson bras-meurbet a gavas er c'hazetennoù e voe loreet gant tri Adolf-Grimme-Preis zoken. E gammed kentañ a reas er sinema e 2001 gant Mädchen, Mädchen.

Er bloavezh 2008 e teuas e film Die Welle er-maez e salioù sinema Alamagn. Diskouezet e voe ar film er Sundance Film Festival 2008 er rummad "World Cinema – Dramatic" met trec'het e voe gant degasadenn ar Svedad Jens Jonsson, "Ping-pongkingen". Gounit a reas an Deutscher Filmpreis en arem er rummad gwellañ film hir alaman avat.

Filmadurezh

kemmañ

Enorioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ