Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jacques Le Guen, ganet d'an 8 a viz Meurzh 1958 e Brest, zo ur politikour breizhat, ezel eus an UMP.

Kuzulier hag eilmaer eo bet e kumun Gwinevez. Kuzulier departamant eo evit kanton Ploueskad abaoe 1998 ha Prezidant Kumuniezh kumunioù Bae ar C'hernig. Dilennet e oa bet da gannad er Vodadenn Vroadel d'ar 16 a viz Mezheven 2002, hag addilennet e 2007, met koll a reas e 2012.

Kaoz a oa bet e vije lakaet e penn listenn an UMP evit dilennadeg rannvro Breizh 2010. Lezet en deus e blas gant Bernadette Malgorn.

N'en doa ket votet a-du gant Marc Le Fur evit lakaat ar yezhoù rannvroel e Bonreizh ar Republik C'hall.

Liamm diavaez

kemmañ