Jacquet
Ur c'hoari tablez par d'ar backgammon eo ar jacquet, bet ijinet e Bro-C'hall e dibenn an XIXvet kantved pe e deroù an XXvet kantved ; testenieket eo e vezañs e 1827[1].
Deuet eo war-lerc'h an trictrac, anezhañ un adstumm arall eus ar backgammon a veze c'hoariet da vare ar Renad kozh kent mont da get e dibenn an XIXvet kantved.
Betek ar bloavezhioù 1960 ez eus bet c'hoariet jacquet e Bro-C'hall.[2]
Jacquet | |
---|---|
Ur c'hoari jacquet Bro-C'hall, deroù an XXvet kantved | |
Embanner : | domani foran |
Doare : | C'hoari tablez C'hoari redadeg C'hoari diñsoù |
Niver a dud : | 2 |
Oad : | adalek 6 vloaz |
Amzer staliañ : | berroc'h eget 1 mn |
Padelezh : | 5 - 60 mn |
Perzh ar chañs : | krenn (diñsoù) |
Barregezhioù : | strategiezh, kadouriezh, jedoniezh, tebegouriezh |
Gerdarzh
kemmañDeveret eus ar ger saoznek jockey "joke" eo anv ar c'hoari ; an daou anv, jockey ha jacquet a veze implijet en XIXvet kantved.
Daou orin zo bet kinniget :
Rikoù
kemmañ- Un tablez warnañ 24 bir, rannet e 4 zachenn 6 bir enno
- 15 jedouer teñval ha 15 jedouer sklaer
- 2 ziñs boutin, o zalioù niverennet ag 1 da 6
- 2 gorned, unan da bep c'hoarier(ez)
Mat eo tablezenn ar backgammon evit c'hoari jacquet.
Reolennoù
kemmañPal ar c'hoari, evit pep den, eo kas e 15 jedouer e pevare tachenn an tablez, en em astenn eus 19 da 24 evit ar re deñval, eus 7 da 12 evit ar re sklaer ; da c'houde, bout an den kentañ o lemel e jedoueroù a-ziwar an tablez.
Staliadur
kemmañPep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar bir kentañ a zo a-gleiz d'an den enebour : ar re deñval war ar bir 1, ar re skaler war ar bir 13.
Kregiñ gant ar c'hoari
kemmañPep den a vann un diñs ; an hini en deus bet an disoc'h uhelañ a vann an daou ziñs evit kregiñ da zilec'hiañ e jedoueroù war an tablez.
Ret eo d'an diñsoù bannet chom a-blad war tu dehoù tachenn ar banner. E-kerzh ar c'hoari e vez lakaet da wiriek an diñsoù a erru a-blad war ur jedouer.
Ret eo da bep den kemenn a vouezh uhel disoc'h e vannadenn, en ur gregiñ gant an dalvoudegezh uhelañ : "4-2" ha n'eo ket "2-4".
Hent ar jedoueroù
kemmañ- Ar re deñval : eus 1 betek 12, hag eus 13 war-du 24.
- Ar re sklaer : eus 13 betek 24, hag eus 1 war-du 12.
Dilec'hiañ ar jedoueroù
kemmañ- Mard eus daou niver disheñvel gant an diñsoù bannet e c'haller dilec'hiañ ur jedouer diouzh talvoudegezh un diñs hag un eil jedouer diouzh talvoudegezh an eil diñs, pe dilec'hiañ ur jedouer hepken diouzh sammad an eil diñs hag e zilec'hiañ adarre diouzh talvoudegezh egile goude bout merket un ehan berr e dibenn ar fiñvadenn gentañ.
- Mard eus bet tennet un doubl, da lavaret eo daou zisoc'h heñvel, e c'hoarier 4 gwech talvoudegezh un diñs, gant 1 betek 4 jedouer ; mar dilec'hier 2, 3 pe 4 gwech an hevelep jedouer e ranker merkañ un ehan etre pep fiñvadenn. Ret eo d'an den c'hoari kement a boentoù hag ar muiañ ma c'haller dre lieskementiñ talvoudegezh un diñs : diwar 4-4 e rank c'hoari ar pezh a c'hall ober etre 4 ha 16.
- Tennañ 5-5 eo ar vannadenn wellañ e deroù ar c'hoari, rak diouzhtu ez erruo ar jedaouer er pevare tachenn a-drugarez d'ul lamm ag 20 bir.
- Mar befe 6-6 an dennadenn gentañ ne c'hallfer c'hoari nemet 6, rak war an daouzekvet bir emañ ar jedoueroù enebour.
- Mar stoker ouzh ur jedouer goude bout bannet an diñsoù e ranker dilec'hiañ ar jedouer-se mar goulenn an den enebour ha mar galler fiñval hervez reolennoù ar c'hoari ; evel en echedoù e ranker kemenn j'adoube ! "marc'hegiñ a ran !" mar stoker ouzh ur pezh a venner kempenn hep e zilec'hiañ.
An diñs kreñvañ
kemmañ- Mar galler c'hoari diouzh disoc'h un diñs hepken e ranker c'hoari an hini kreñvañ mard eo gallus.
Harzoù
kemmañ- Ne c'hall ket ur jedouer chom war ur bir m'emañ unan da nebeutañ eus ar jedoueroù enebour.
- Ret eo d'an den kas e jedouer kentañ d'e bevare tachenn kent dilec'hiañ e jedoueroù arall.
An ezkerzh
kemmañPa vez erru ar 15 jedouer er pevare tachenn e vezont lamet a-ziwar an tablez.
- Ur bir ouzhpenn eo bord diavaez an tablez.
- Ret eo e chomfe ar jedoueroù war biroù ha bord diavaez an tablez.
- Mar ne c'haller ket heuliañ an div reolenn-se e ranker c'hoari gant ar jedoueroù a zo chomet ar pellañ eus ar bord a-benn o lemel a-ziwar an tablez.
Gounez
kemmañ- 1 poent a ya gant an den en deus lamet e holl jedoueroù a-ziwar an tablez kent ma vije echuet da ober heñvel gant an den arall.
- 2 boent a ya gant an den en deus lamet e holl jedoueroù a-ziwar an tablez kent ma vije kroget da ober heñvel gant an den arall.
Notennoù
kemmañ- ↑ Jean-Marie Lhôte(1993), Histoire des jeux de société, Flammarion, ISBN 978-2-08-010929-3 (fr)
- ↑ Académie des jeux oubliés (fr)
- ↑ Centre National de Ressources Textuelles et Lexicales (CNTRL) (fr)
- ↑ Jacqueline Picoche (2009), Dictionnaire étymologique du français, Le Robert, ISBN 978-2-84902-424-9 (fr)
Levrlennadur
kemmañ- M. Lebrun (1828), Manuel des jeux de calcul et de hasard, Roret, Gallica, p. 85-86 (fr)
- Jacque Léchalet (1979), Le jacquet, Bornemann, ISBN 978-2-85182-022-8 (fr)
- Urbain Faligot (2001), Comment jouer au backgammon, au jacquet et au trictrac, De Vecchi, ISBN 978-2-7328-0444-6 (fr)