Jan Arnošt Smoler
Jan Arnošt Smoler (ganet e kêriadenn Merzdorf e Saks d'an 3 a viz Meurzh 1816 ha marv e Bautzen d'an 13 a viz Mezheven 1884) a oa ur skrivagner hag ur yezhoniour sorabek. Ur perzh bras en deus kemeret en emsav evit ar sorabeg en XIXvet kantved.
E 1846 e voe savet gantañ, asambles gant tud all evel ar skrivagner Handrij Zejler, ar gevredigezh sevenadurel Maćica Serbska (ar Ruskenn Sorabek), a zeuas da vezañ anvet e 1848 Towarstwo Macicy Serbske (Kevredigezh ar Ruskenn Sorabek), hag enni kevrennoù a blede gant ar yezhoniezh, an istor hag an henoniezh, al lennegezh hag ar skiantoù. Diwar labour ar gevredigezh-se e voe aotreet da gelenn sorabeg e skolioù zo e 1850, gant gouarnour Saks.
Gant Jan Arnošt Smoler e veze difennet mennozh an hollslavegezh ivez ha kas a rae war-raok an darempredoù sevenadurel etre ar Sorabed hag ar slavegerien all.