Sorabed
Sorabed |
---|
Banniel broadel ar Sorabed (Serbska chorhoj) |
Poblañs klok |
60 000[1]–80,000[2][3] (istimadenn) |
Broioù e lec'h ma vezont kavet |
Alamagn |
Yezhoù |
Sorabeg, Alamaneg |
Relijionoù |
Protestanted, Katoliged |
Pobloù liammet |
Serbed, Poloniz, Tcheked, Kachoubed, Slovaked, hag an holl Slaved dre vras, Alamaned (etre-dimezioù dibaoe kantvedoù) |
Kartenn |
Ar Sorabed zo ur bobl slav o vevañ e reter Alamagn. Kavet e vezont e Länder Saks ha Brandenburg, er vro anvet Luzasia. Kêr-benn Luzasia Uhel eo Bautzen hag hini Lusasia Izel eo Cottbus.
Hervez sifroù embannet gant ensavadurioù sorab (Domowina, Serbski Institut) e vefe etre 20 000 ha 30 000 a dud o kaozeal sorabeg, a zo div rannyezh enni, ar sorabeg uhel, komzet e rannvro Bautzen (pe Budyšin) hag ar sorabeg izel, komzet en-dro da Cottbus (Chośebuz).
Bautzen kaj Cottbus eo kêrioù bras ar sevenadur sorabek. Er rannvro a-bezh ez eus skolioù-mamm, skolioù kentañ, skolajoù ha liseoù e sorabeg.
Gant stadoù Saks ha Brandenburg e vez skoazellet, ent-ofisiel, ar sevenadur sorabek.
E 1912 e voe savet an Domowina, un aozadur hag a vod an darn vrasañ eus ar c'hevredigeezhioù sorabek.
E skol-veur Leipzig ez eus ur gevrenn ma vez studiet ar sorabeg.
Ul lennegezh sorabek zo (hag un ti-embann, "Domowina-Verlag"), kazetennoù hag abadennoù skingomz.
Sorabed brudet
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Les Sorabes aujourd'hui, Revue des études slaves, tome 85, fascicule 2, dindan renerezh Jean Kudela, 212 p.
Liammoù diavaez
kemmañ
Notennoù
kemmañ- ↑ Catherine Hickley. "Germany's Sorb Minority Fights to Save Villages From Vattenfall", Bloomberg. 18 a viz Kerzu 2007.
- ↑ Sorbs of East Germany. faqs.org.
- ↑ Gebel, K. (2002). Language and ethnic national identity in Europe: the importance of Gaelic and Sorbian to the maintenance of associated cultures and ethno cultural identities.. London : Middlesex University.