Janed Naplez (1478-1518)
- Ur bajenn disheñvelout Janed Aragon zo ivez.
- Ur bajenn disheñvelout Janed Naplez zo ivez.
Janed Naplez, pe Giovanna d'Aragona (1478-1518), a oa rouanez Naplez, dimezet da Ferdinant II Naplez.
Istor
kemmañGanet e oa Janed e Naplez e 1478, ha merc'h e oa da Ferdinando Iañ Naplez ha d'e eil pried Janed Aragon (1454-1517). Merc'h-vihan e oa da Yann II Aragon ha d'e eil pried Juana Enríquez. Hanterc'hoar e oa da Alfonso II Naplez ha Frederico IV Naplez.
En 1496, d'he 17 vloaz, e voe dimezet Janed d'he niz Ferdinando II Naplez. Hennezh a oa mab d'he hantervreur Alfonso II Naplez. Ar voereb plac'h nevez a oa 17 vloaz, hag an niz paotr nevez 27 bloaz. Ha mervel a reas Ferdinando II d'ar 7 a viz Gwengolo er bloaz-se en-eeun. Bugel ebet ne oa bet.
Fedrico IV Naplez, eontr Ferdinando, ha hantervreur Janed, an hini a voe anvet da roue. Janed a vevas daou vloaz warn-ugent c'hoazh, addimeziñ avat ne reas ket.
Ar roue saoz Herri VII o klask gwreg
kemmañE miz C'hwevrer 1503 e kollas Herri VII, roue Bro-Saoz, e bried kentañ, Elizabeth of York. 46 bloaz e oa, ha c'hoant dezhañ addimeziñ. Ar rouanez Izabel Kastilha a gomzas dezhañ eus Janed Naplez, a oa 25 bloaz d'ar poent-se, marteze dre ma felle dezhi distreiñ selloù ar Saoz diouzh he merc'h Katelin Aragon. Ha Herri da gas kannaded da Naplez en 1505, da welout ha koant a-walc'h e vije an danvez-pried. Goulennoù Herri ha respontoù ar gannaded a voe meneget e buhezskrid Henry Bacon e 1622, The Historie of the Raigne of King Henry The Seventh, hag embannet e Londrez 250 vloaz goude evel Instructions given by King Henry the Seventh, to his embassadors, When he intended to marry the young Queen of Naples: together with the answers of the embassadors (published in London: 1761, by T. Becket and P.A. De Hondt).