Japan bashing zo un droienn saoznek savet da ober anv eus ar gasoni ouzh Japan e Stadoù-Unanet Amerika.

Savet eo bet an droienn e deroù ar bloavezhioù 1980 gant Robert C. Angel, ur Stadunanad paeet da zifenn interestoù Japan. D'ar c'houlz-se e oa prezidant ar Japan Economic Institute, e Washington D.C., arc'hantet gant Ministrerezh japanat an Aferioù Diavaez.

Enebiezh ouzh Japan

kemmañ

Ma oa bet krouet er bloavezhioù 1980 an droienn evit reiñ harp d'ar c'hevezerezh ekonomikel etre Japan ha peurest ar bed, dreist-holl SUA, un diazez istorel gwirion a zo memestra.

Skouerioù istorel

kemmañ

Setu amañ skouerioù skritelloù bet implijet gant SUA e-pad an Eil Brezel-bed. Ar Japaniz a oa keñveriet alies gant loened ha roet dezho fromoù euzhus nemetken.

Pennad kar

kemmañ