Bashing
Bashing zo ur ger saoznek a vez lavaret eus skeiñ gant un den, pe bazhata anezhañ hag implijet e vez bremañ d'ober anv eus ar blijadur a vez gant lod tud o c'hoari dispenn tud pe traoù zo, pe o tivrudañ anezho da vihanañ. Gant ar Genrouedad e vez aesoc'h ha buanoc'h kas ar c'hoari en-dro.
Kaoz a vez, pe a zo bet:
- eus Japan bashing, divrudañ Japan, e SUA
- eus French bashing, divrudañ Bro-C'hall, e Bro-Saoz pe SUA
- eus Quebec bashing, divrudañ Kebek, e Kanada.
Bro-C'hall
kemmañE kazetennoù gall zo ez eus bet kaoz eus Hollande bashing diwar-benn kaozioù kelaouennerien eus an tu dehou a blije dezho, d'ur poent, skeiñ bazhadoù gant François Hollande pa oa bet nevez lakaet da brezidant.