Jean-Jacques Susini
Jean-Jacques Susini (30 a viz Gouere 1933 e Aljer) a zo ur politikour gall, hag unan eus krouerien OAS.
E vuhez
kemmañE 1948 ez eas e-barzh RPF, ur strollad politikel savet ha renet gant Charles de Gaulle. E tu dehou ar strollad e oa Susini, hag unan eus a re a felle dezho ma vefe aozet un taol-reveulzi a-enep d'ar IVre Republik. Dipitet e voe gant RPF, neuze e tostaas ouzh ar strollad eus an tu-dehou pellañ anvet Jeune Nation ha goude-se e savas e strollad, anvet Mouvement national étudiant.
E 1959 e voe Jean-Jacques Susini prezidant Kevredigezh hollek studierien Aljeria (galleg : Association générale des étudiants d'Algérie). Harzet e voe e miz Genver 1960 goude sizhunvezh ar bardelloù ha bac'het e voe e toull-bac'h la Santé.
Laosket e voe da vont ha profitañ a reas evit mont da repuiñ e Madrid (Spagn) gant ar jeneral Raoul Salan, Pierre Lagaillarde ha Joseph Ortiz. Eno eo e kroujont OAS. Susini a oa e penn rann an Obererezhioù Psikologel hag ar Propaganda (galleg : Action psychologique et la propagande, APP). Distreiñ a reas da Aljer d'an 22 a viz Ebrel 1961 da vare pustch ar Jeneraled. Pa c'hwitas an emsavadeg e tec'has war-du Italia d'an 20 a viz Gouere 1962. Eno e chomas e-pad pemp bloaz, dindan un anv faos.
Div wech e voe kondaonet d'ar marv dre zesfailh gant Lez surentez ar Stad, abalamour ma oa bet ezel eus OAS hag abalamour ma oa bet unan eus aozerien ar gwalldaol a-enep da de Gaulle e menez Faron (Toulon), e miz Eost 1964. Ur vombezenn a oa bet kuzhet e-barzh ur jarl, ne darzhas ket ha dizoloet e voe un nebeud deizioù goude. Hervez Jacques Delarue (L'OAS contre de Gaulle, Fayard, 1994), e vije bet aozet ar gwalldaol gant Jean-Jacques Susini ha Gilles Buscia.
Distaolet e voe e 1968 diwar un diviz kemeret gant Charles de Gaulle e 1968, asambles gant izili all OAS a oa bepred bac'het. Distreiñ a reas da Frañs, met harzet e voe en-dro e miz Meurzh 1970, dre ma soñje d'ar boliserien en doa aozet ul laeradenn. 16 miz e chomas en toull-bac'h a-raok bezañ didamallet.
E miz Here 1972 e voe harzet en-dro ha lakaet en toull-bac'h 2 vloaz-pad evit bezañ aozet skrapadenn ha diankadenn ar c'horonal Raymond-Jean Gorel, hag a oa bet teñzorer OAS.
E 1997 e lakaas e anv evit bezañ dilennet kannad e anv Front National e departamant Bouches-du-Rhône (4 pastell-vro), trec'het e voe gant Guy Hermier (PCF).
Levrlennadur
kemmañ- Jean-Jacques Susini, Histoire de l'OAS, La Table Ronde, 1964
- Clément Steuer et Jean de Quissac, Susini et l'OAS, L'Harmattan, 2004