Jean-Jacques Urvoas
Jean-Jacques Urvoas, ganet e Brest d'an 19 a viz Gwengolo 1959, a zo ur politiker ezel eus ar Strollad Sokialour (PS). Dilennet da gannad Kentañ pastell-vro Penn-ar-Bed (Kemper) abaoe 2007. Anvet e voe da Vinistr ar Justis d'ar 27 a viz Genver 2016, ur post ma chomas betek miz Mae 2017. E dilennadeg kannaded Mezheven 2017 e oa bet kannet gant Annaig Le Meur, eus kostezenn La République En Marche. Neuze eo aet da gelenn en-dro da Skol-veur Breizh-Izel ha skolioù-meur all.
E 2019 e voe barnet abalamour m'en doa kaset keloù da d-Thierry Solère eus un enklask diwar e benn, pa oa Ministr ar Justis. Kondaonet e voe d'ur miz toull-bac'h gant goursez ha d'un dell-gastiz 5000 euro[1].