Jean-Marie Valhubert

Jean-Marie Mellon Roger, brudet evel Jean-Marie Valhubert (skrivet ivez Walhubert), ganet d'an 22 a viz Here 1764 en Avranches (Manche) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Kerzu 1805 e Brünn (Moravia), a oa ur jeneral gall eus an Dispac'h Gall. Gloazet don e voe e-pad Emgann Austerlitz, ha mervel a reas eo goude bout dic'haret gant ur bolod kanol.

Marv ar jeneral Valhubert (taolenn gant Jean-François Pierre Peyron).

Emgann Austerlitz

kemmañ

Tizhet e oa bet gant un tamm bolod er garr. Kouezhet, ne c'helle ket adsevel e-unan. Soudarded o doa bet c'hoant kas anezhañ betek ar c'hlañvdi met nac'het en devoa. Chomet e oa e penn e soudarded betek fin an emgann. Marvet e oa deiz war-lerc'h gant ar gloazadenn. Savet e voe ul lec'h-koun gant e gamaraded.

 
Delwenn ar jeneral Valhubert en Avranches (gant Cartelier)

 
Anvioù engravet war an Arc de Triomphe de l’Étoile : piler Reter, XVIIvet ha XVIIIvet kolonenn