Jean-Michel Huon de Kermadec
Jean-Michel Huon de Kermadec (Yann-Vikael Huon Kermadeg e brezhoneg ; Boc'harzh, 12 a viz Gwengolo 1748 – Balade, Kaledonia-Nevez, 6 a viz Mae 1793) a oa un ofiser a vor breizhat e servij Rouantelezh Bro-C'hall en XVIIIvet kantved.
Jean-Michel Huon de Kermadec | |
---|---|
![]() | |
Ganedigezh | 12 Gengolo 1748 Boc'harzh, ![]() ![]() |
Marv | 6 Mae 1793 Balade, ![]() |
| |
Micher | Ofiserer Morlu gall |
Renk | Kabiten-mor |
Resped | Mae 1766 – 6 Mae 1793 |
Listri | Le Rhône (1789) Le Patriote (1790-91) Espérance (1791-93) |
| |
Brezelioù | Brezel dieubidigezh SUA |
Enorioù | Chevalier de St-Louis (1781) Académie de Marine (1789) |
| |
![]() |
En aour e deir ruilhenn hag e deir c'hroaz krouget kroazigellet, an holl en glazur. |
E miz Gwengolo 1791 e oa kabiten war bourzh an teirgwern Espérance, unan eus listri ar besamiral Antoine Bruny d'Entrecasteaux (1737-1793) karget gant ar roue gall Loeiz XVI da gavout Jean-François de Lapérouse.
Klask-diglask a voe graet war aod Aostralia, hag er Meurvor Habask.
Kalz anvioù zo deuet diwar anv ar moraer breizhat :
- un enezennig Huon
- an inizi Kermadeg ;
- Huonville ;
- traoñienn Huon ;
- ar stêr Huon ;
- al ledenez Huon
- ar pleg-mor Huon e Papoua Ginea-Nevez ;
- ar genad Kermadecia eus ar Proteaceae e Kaledonia-Nevez ;
- ar pin Huon ;
- ar gwez Metrosideros kermadecensis en inizi Kermadeg.
-
Recherche hag Espérance