Jean-Pierre Coffe

skrivagner gallek

Jean-Pierre Coffe, bet ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1938 e Lunéville hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Meurzh 2016 e Lanneray a oa un animatour radio ha skinwel, skrivagner ha komedian gall.

Jean-Pierre Coffe e 2012

Brudet eo evit e labour evit difenn ar geginerezh orin ha produioù ar c'hornioù-bro.

Yaouankiz

kemmañ

Ganet eo bet Jean-Pierre Coffe e Lunéville e 1938. N'en deus ket anavezet e dad, marv e oa e 1940 e-pad an eil brezel bed. Desavet eo bet gant e vamm, a oa perukennerez. E vamm-gozh a oa keginerez.

Kuitaat a ra e vamm Bro-Lorraine evit mont da chom da Bariz, e-lec'h ma studi er skol-lojañ. D'e 13 vloaz e krog Jean-Pierre ar c'hoariva, hag ober a ra labourioù bihan. D'e 18 vloaz e pouez 120 kg, hag e krog ur reol-voued a laka anezhañ da goll e vlev.

E esped

kemmañ

E 1970 e tiazez ar c'henstroll « Les Grands-mères », evit staliañ mammoù-kozh e familhoù e-pad ar vakañsoù. Ober a ra freuz-stal. Repuiñ a ra Jean-Pierre Coffe en e di war ar maez.

E 1976 e tigor 2 breti e Pariz : « La ciboulette » ha « Le modeste ». Met e 1985 e vez laeret gant un den a afer libanat. Ur freuz-stal nevez eo gant muioc'h eget 3 million lur da zle.

Er skinwel

kemmañ
 
Jean-Pierre Coffe o sinañ sinadennoù e-pad Salon international de l'agriculture e 2009

Dont a ra da vezañ Jean Pierre Coffe kuzulier war MTV France, ha plijout a ra dezhañ ar skinwel. E 1984 ez a war Canal+, e-lec'h ma ra kronikoù betek 1991. Neuze, etre 1992 ha 1993 e ra e weler anezhañ evit ar wech kentañ e-barzh un abadenn diwar-benn ar c'heginañ, gant Jean Luc Delarue ha Michel Denisot. Kevrediñ a ra France 2 e 1993, e lec'h ma kinnig Comment c'est fait ?, ur abadenn evit ar vugale, ha c'est tout Coffe gant Jonathan Lambert e 1994.

Mont a ra war TF1 e 1994 e barzh «Bien jardiner», produet gant Jean Luc Delarue, met divizout a ra Delarue paouez o c’henlabour. « Ne zebrer ket Delarue, c'hwedañ a reer-eñ. N'am eus netra ken da larêt dezhañ. »

Abaoe 2003, e labour gant Michel Drucker war France 2, evel kroniker e-barzh «vivement dimanche prochain». War France 2 emañ Jean Pierre Coffe bepred, kinnig a ra rekipeoù eno hag e ali a ro diwar-benn ar c’heginañ.

Er skingomz

kemmañ

Labourat a ra er skingomz e 1986 ivez, e barzh an abadenn Les grosses têtes war RTL, ha ça se bouffe pas, ça se mange war France Inter.

Er sinema

kemmañ

C'hoariet en deus ivezen un nebeud filmoù hag e-barzh ur pezh c'hoari e 1976 (le genre humain)

Kemer a ra perzh en un nebeud telefilmoù :

Met skrivañ eo e oberiantiz pennañ. Skrivet en deus un tregont bennak a levrioù, war ar c’heginañ pe al liorzhañ.

Gwelet ivez

kemmañ

Levrioù

kemmañ

Skrivet en deus un tregont levr bennak (sturlevr keginerezh, levrioù rekipeoù, kuzulioù liorzherezh, essais) :

  • Le plaisir à petit prix : Bien manger en famille pour moins de 9 euros par jour, emb. Plon, 2008. Livre de cuisine.
  • Les Arbres et arbustes que j'aime, emb. Plon, 2007. Guide de Jardinage.
  • Les Recettes inratables de Jean-Pierre Coffe, emb. Jungle. 2007. BD pédagogique destinée aux enfants.
  • La véritable histoire des jardins de Versailles, emb. Plon, 2007.
  • Les recettes de cuisine de Vivement Dimanche Prochain, emb. Plon, 2006. Livre de cuisine.
  • SOS Cuisine, emb. Stock, 2006. Livre de trucs et astuces de cuisine.
  • Mes vins plaisirs à moins de 10 euros, emb. Plon, 2005. Guide d'achat de vins.
  • Le Coffe Malin, emb. Stock, 2005. Livre informatif sur les produits.
  • Ce que nous mangeons, emb. Seven 7, 2005. Livre pédagogique destiné aux enfants.
  • CONSsommateurs révoltons-nous, emb. Plon, 2004. (essai sur les produits).
  • Mes vins préférés à moins de 10 euros, édition 2004, emb. Plon, 2003. Guide d'achat de vins.
  • Mon Marché Gourmand, emb. Plon, 2003. Livre de cuisine.
  • Mes vins préférés à moins de 10 euros édition 2003, emb. Plon, 2002. Guide d'achat de vins.
  • À table en famille avec 15 euros par jour, emb. Plon, 2002. Livre de cuisine.
  • Le Guide Coffe des pépinières, emb. Plon, 2000. Guide d'achat.
  • Le Verger Gourmand, emb. Plon, 2000. Livre de jardinage.
  • Fleur Bonheur, emb. Plon, 1999. Livre de jardinage.
  • Le Potager Plaisir, emb. Plon, 1998. Livre de jardinage.
  • Le Marché, emb. Plon, 1998. Guide pédagogique sur les produits.
  • De la vache folle en général et de notre survie en particulier, emb. Plon, 1997. (essai)
  • Au bonheur des fruits, emb. Balland, 1996. Livre de cuisine.
  • Coffe 1995, emb. Balland, 1995. Guide Gourmand, bonnes adresses.
  • Comme à la maison, Tome 2, emb. Plon, 1994. Livre de cuisine.
  • À vos paniers, emb. Balland, 1993. Guide Gourmand, bonnes adresses.
  • Comme à la maison, Tome 1, emb. Plon, 1993. Levr keginerezh.
  • Au secours le goût, emb. Le Pré aux Clers, 1992. (essai)
  • Le bon vivre, emb. Le Pré aux Clers, 1989. (essai)
  • Le vrai vivre, emb. Le Pré aux Clers, 1989. (essai)
  • Gourmandise au singulier, emb. Le Pré aux Clers, 1979. (essai)

Skrivet en deus ivez ur pezh c'hoari, Descente aux plaisirs, leurennet e 1997 gant Pierre Mondy ha c'hoariet gant Annie Girardot.

Liammoù diavaez

kemmañ