Jean Becker, bet ganet e Pariz d'an 10 a viz Mae 1933, a zo ur filmaozour ha saver senarioioù gall.

Jean Becker e 2013

Mab eo d'ar filmaozour Jacques Becker, breur d'ar skriptourez Sophie Becker (dimezet d'an aktour gall Pierre Vaneck) ha da Étienne Becker rener ar skeudenniñ diouzh e vicher.

E vicher er sinema

kemmañ

Kenkent ha d'e ugent vloaz en deus graet e gammedoù kentañ e bed ar sinema evel skoazeller sevener ; e-kerzh ar bloavezhioù hanter-kant en deus kemeret perzh e seizh film, savet gant Henri Verneuil pe gant e dad, evel-just. E 1961 en deus kaset ur film-polis hir da benn, Un nommé La Rocca an titl anezhañ, bet roet ar roll pennañ da Jean-Paul Belmondo. Dre ma'z a mat an traoù etre an daou zen, troet o deus Échappement libre (1964) ha Tendre voyou (1966) asambles adarre.

Sevenet en deus meur a vomm bruderezh, dreist-holl e-pad ar bloavezhioù dek ha tri-ugent (betek pevar c'hant anezhe !). Trizek pennad eus ar stirad skinwel Les Saintes chéries a zo bet kaset da benn vat gantañ ivez.

E-pad c'hwezek bloavezh en deus dilezet ar sinema da vont da sevel filmoù evit ar skinwel. E 1982 ez eo distroet d'ar filmoù hir a-nevez gant L'Été meurtrier : graet o deus berzh ar c'houblad Isabelle Adjani-Alain Souchon ha deroet eo bet pevar gopr d'ar film da-geñver lid ar Césars e 1984.

Daoust dezhañ bezañ anavezet evel ur filmaozour donezonet-mat n'eo ket techet da sevel filmoù sof-kont. N'eo nemet e 1994 ez eo deuet er-maez Élisa, un oberenn hag he deus roet tro da zizoleiñ ur gomedianez yaouank : Vanessa Paradis o telc'her roll un dorfedourez ken bresk he neuz ha feuls hec'h imor. Cheñch bazh en daboulin en deus graet gant Les Enfants du marais (1999) : gant douster en deus filmet war e bouezig un toullad tudennoù dudius daoust d'o doareoù amc'hiz, hag int o vevañ en-dro d'ur stank. Oc'h adkemer ar film La Poison (1951) gant Sacha Guitry en deus troet Un crime au Paradis e 2000 : douget eo bet ar film penn-da-benn gant Josiane Balasko ha Jacques Villeret, o c'hoari ur c'houblad hag a vag ar gwaz hag e wreg kasoni an eil ouzh egile.

E 2002 en deus bodet adarre an daou aktour – André Dussolier ha Jacques Villeret – a blij ar muiañ dezhañ treiñ gante, da-geñver Effroyables jardins (azasaet diwar ar romant gant Michel Quint) : c'hoarzhin goap ouzh darvoudoù kriz bet c'hoarvezet e-kerzh an Eil Brezel-bed e bal dezhañ. Dialogues avec mon jardinier (2006) a zo ur c'haer a istor mignoniezh etre ul livour brudet hag a ya kuit eus Pariz, aet skuizh gant ar vuhez e kêr, hag al liorzher a zibab da gempenn e di war ar maez.

E filmoù

kemmañ

evel skoazeller sevener

kemmañ

evel sevener

kemmañ

evel saver senario

kemmañ
  • 1994 : Élisa,
  • 2002 : Effroyables jardins,
  • 2007 : Deux jours à tuer,
  • 2009 : La Tête en friche,
  • 2013 : Bon rétablissement !.

evel azasaer

kemmañ
  • 1965 : Pas de caviar pour tante Olga,
  • 2006 : Dialogue avec mon jardinier,
  • 2007 : Deux jours à tuer,
  • 2009 : La Tête en friche,
  • 2011 : Bienvenue parmi nous.

evel saver divizoù

kemmañ
  • 2007 : Deux jours à tuer.

evel aktour

kemmañ