Jean Cardonnel
Jean Cardonnel oa un dominikan, stourmer gwelet eus an tu kleiz pellañ, unan eus ar re a vrude teologiezh an dieubidigezhe Frañs.
Ganet eo bet e 1921 e Figeac e departamant al Lot. Aet eo da Anaon d'ar 4 a viz Gouere 2009 e Castelnau-le-Lez e departamant an Hérault.
Kelenner oa e dad, muzisianez e vamm. Mont a reas e urzh ar Brezegerien e 1940. Beleget e voe e 1947. Dilennet e voe priol kouent Marselha e 1951. Reiñ a reas e zilez e 1954 evit enebiñ ouzh emzalc'h an Iliz e-keñver ar veleien micherourien. E 1958 e oa kelenner teologiezh e Rio de Janeiro. Emskiantek e teuas da vezañ eus kudennoù an Trede-Bed eno. Goulenn a reas eskibien Brazil e kuitafe ar vro.
E 1968 e prezegas a-zivout "Aviel ha Dispac'h" e sal ar Mutualité e Pariz. Komzet a raed eus "an afer Cardonnel". Berzet e voe outañ prezeg ha skrivañ en diavaez eus kelaouennoù teologiezh arbennik. Ne selaouas ket ouzh ar berz. Kemer a reas perzh er vodadeg aozet gant an FLB II (kevredigezh bet diskleriet hervez lezenn d'ar 14 a viz Genver 1969) e sal ar Mutualité d'ar 5 a viz Du 1969. Seizh den all a brezegas an deiz-se, Peter Tremayne en o zouez (Al Liamm niverenn 390 p60).
Kenlabourat a reas gant ar gelaouenn fransiskan Frères du Monde.
E 2002, o tistreiñ eus ur veaj e Enez ar Reunion e kavas e oa bet skarzhet e draoù diouzh e gell e kouent Montpellier. Sevel a reas klemm enep ar priol. Gounit a reas e 2007. Ar wech kentañ oa e vefe gwelet gant ul lez-varn kell un den a relijion evel ul lojeiz prevez.
Aet oa da lojañ e ti mignoned ha goude en un ti diskuizh.
Oberennoù
kemmañ- Judas l'innocent, Indigène éditions, 2001
- Le nègre de Dieu, Éditions Domens, 2000
- Le Négrier de l'humanité, Éditions Domens, 1998
- La passion de l'humanité : Noces d'or avec la parole, Éditions Domens, 1997, 276 pajenn
- J'accuse l'Église, Calmann-Lévy, 1996, 148 pajenn.
- Esclavage ou humanité, Éditions Les deux mondes, Enez ar Reunion, 1994
- Fidèle rebelle, Albin Michel, 1994, 253 pajenn.
- César et Jésus-Christ, Albin Michel, 1976, 256 pajenn.
- J'ai épousé la parole, Gallimard, 1972
- Non à l'intolérable, Éditions de l'Épi, 1969
- Dieu est mort en Jésus Christ, Éditions Ducros, 1968.
- Dieu prend parti, Éditions de l'Épi, 1967
- J'irai vers mon père, Éditions de l'Épi, 1966
- Ce Dieu dont nous vivons, Éditions de l'Épi, 1963
- Dieu est pauvre, Éditions de l'Épi, 1962
- Du Bon Dieu au Dieu vivant, Éditions de l'Épi, 1960