Jens Christian Svabo
Jens Christian Svabo (1746 – 1824) a oa ul lenneg faeroat, yezhour ha tudoniour.
Ganet e voe e Miðvágur, en enez Vágar, mab d'ur pastor ha d'e wreg. Goude e studioù e Tórshavn ez eas da Gopenhagen, e Danmark, ma vevas etre 1765 ha 1800. Eno e studias ar skiantoù hag an ekonomiezh ha plediñ a reas, ouzhpenn, gant ar violin ha gant ar faeroeg ha sevel ar geriadur kentañ eus ar yezh-se (faeroeg-daneg-latin), anvet Dictionarium Færoense. Pemp dornskrid anezhañ zo deuet betek ennomp met ne voe moullet ar geriadur-se nemet daou c'hant vloaz war-lerc'h, gant Christian Matras[1]. Kant vloaz goude labour Svabo e voe implijet e zornskridoù gant Svend Grundtvig evit sevel ur geriadur all, Lexicon Færoense (1887–1888). War ar geriadur diwezhañ-se e voe diazezet ar geriadurioù faeroeg all a voe embannet diwezhatoc'h (da skouer gant Jakob Jakobsen e 1891). Svabo, e-kichen al labourioù-se, a c'houneze e vuhez gant tammoù labourioù, evel kelenner-ti.
E 1781 ha 1782 ez eas Svabo, war c'houlenn ar roue Christian VII, d'e enezeg en-dro evit ur veaj studi. Eno e oa en e vleud. Danevelliñ a reas e gavadennoù e seizh levrenn, anvet Indberetninger fra en Reise i Færø 1781-82, met ne voent ket moullet e-pad e vuhez (war-bouez ul lodennig). E-pad ar veaj-se e tastumas un hanter-kant kanaouenn faeroek bennak. Ma oa ken pouezus evit Svabo dastum yezh ha sevenadur an inizi Faero, ez eo peogwir e soñje dezhañ e oant en arvar da vont da get, evel ma oa nevez-c'hoarvezet gant an norseg en inizi Shetland.
Goude distreiñ eus e veaj e voe gwall glañv ha bevañ a reas ar peurrest eus e vuhez er baourentez. E 1800 e tistroas d'an inizi Faero hag ober a reas e annez e Tórshavn, en un ti anvet ar "Pætursarstova". En ti-se e voe kavet e 1928 ur c'haierad kanaouennoù savet gant Svabo. Emañ an dornskrid-se bremañ el Levraoueg Vroadel Faeroat (Føroya Landsbókasavn). Bremañ c'hoazh e vez sonet ar c'hanaouennoù dastumet gantañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1966–1970 – Jens Christian Svabo: Dictionarium Færoense : færøsk-dansk-latinsk ordbog, e div levrenn
Liamm diavaez
kemmañ- Jens Christian Svabo, stamps.fo (fr) (fo) (da) (en) (de) (es) (zh)