Digeriñ al lañser pennañ
Jesse James e 1874

Jesse Woodson James (ganet e Kearney e Missouri d'ar 5 a viz Gwengolo 1847 – marvet e Sant Joseph e Missouri d'an 3 a viz Ebrel 1882) a oa un den e-maez al lezenn brudet er Stadoù-Unanet e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved, rener ar bagad James-Younger.

YaouankizAozañ

 
Jesse James e-pad Brezel an Digevrediñ
 
Ti-feurm Jesse Jame e-lec'h ma oa ganet e Kearney, Missouri.
 
Ti Jesse James e Sant Joseph e-lec'h ma oa bet lazhet e 1882
 
Robert Ford, lazher Jesse James un nebeud deizhioù goude ar muntr.

Eil mab ar pastor Robert James, Jesse a oa bet ganet e-kichen Kansas City e Missouri. Ur breur en doa, Frank, ganet e 1843 hag ur c’hoar, Susan, ganet e 1849. E 1848 ez a kuit e dad evit avieliñ ar glaskerien aour e Kaliforni met mervel a ra ur pennadig goude. Addimeziñ a ra e vamm e 1852 gant ur feurmier amezek met echuiñ a ra buan an dimeziñ-se, hag un trede gwech gant ur medisin : an doktor Reuben Samuel ha gantañ he deus bet 4 bugel all.

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet AmerikaAozañ

Jesse James hag e vreudeur ha c’hoarezed a gresk en ur familh eus ar Gengevridi. O mamm Zerelda a zesav he bugale gant karantez evit ar Su hag he deus gwelet enno, neket e-maez al lezenn, met stourmerien ar C’hengevread. Emgannoù gwadeg kentañ zo kroget du-hont, etre Kansas ha Missouri, e 1850. Pa grog Brezel an Digevrediñ e 1861, emouestlañ a ra Frank gant paotred ar Su. E 1863 eo gwasted an ti-feurm gant soudarded an Norzh o klask anezhañ. N’emañ ket en e di hag evit lakaat da gomz e dud e krougont doktor Samuel en ur wezenn. Savetet eo justik gant e wreg met ne vo ket posubl evitañ pleustriñ e vicher. Mont a reont kuit e gwenn met o welet Jesse o labourat er parkeier e foetont anezhañ. An traoù-se a atiz anezhañ d’adstrollañ gant Frank en arme, met c’hwezek vloaz eo hepken, neuze eo lavaret dezhañ eo re yaouank. Emouestlañ a ra neuze e miz Ebrel 1864 er bagad William « Gwadeg Bill » Anderson (ar Bushwackers), ur brezelig lazhus ha rust : lazhadegoù e Lawrence pe e Centralia da skouer. Met ar vuhez-se a baouez gant kodianidigezh ar Su e Appomattox e miz Ebrel 1865.

Goude ar brezel diabarzhAozañ

Un enkadenn a zo evit tud eus bagad William Anderson : n’int ket soudarded neuze ne c’hallont ket bezañ distaolet. Goude ur pennadig amzer eo dibabet gant Jesse James ha mignoned dezhañ diloaiañ an armoù. P'emaint o vont d’ur c’hamp kevredidi gant ur banniel gwenn int argadet ha Jesse a zo gloazet-fall ha neuze eo kaset d'e di evit « mervel e-touez e re ». Gant sikour e gerent koulskoude e c’hall gwellaat met e-keit-se, evel an holl familhoù o deus difennet ar Su, eo ret d’e familh ober dle diouzh tiez-bank An onglenn diouto a zegas ar vreudeur d’argadañ ti-bank Liberty an 13 a viz C’hwevrer 1866 : ar wech kentañ ez eus laeret un ti-bank er mare peoc’h hag ar bagad a gem 62000 dollar. D'an 30 a viz Here, Jesse ha Frank a argad un ti-bank all e Lexington. Tennañ a reont o mad eus ar souezhenn hag eus urzhiadur fall ar polis.

E-pad ouzhpenn 15 vloaz e vez liesaet argadoù tiez-bank ha trenioù gant ar vreudeur hag o bagad. An tren kentañ a zo argadet d'an 21 a viz Gouere 1873, ar rederig kentañ d'ar 15 a viz Genver 1874. O reishter a lak anezho da vezañ brudet peogwir eo o laeradennoù hag o muntroù dezrevellet a-builh er c’hazetennoù. Etre daou emañ ar bolitikerien : tud zo a soñj int fall evit skeudenn Stadoù ar C’hreiz-Kornôg hag e sparlont an enbroadeg ret evit an diorroadur ekonomek ; tra ma soñj lod all ez eus digarezioù ganto : « Skoet gant ar brezel » int.

Evel-se e miz Even 1870, Kansas City Times hag e embanner John Newman Edwards a embann ul lizher da Jesse James o protestañ evit e ziantegezh hag o tiogeliñ ar Gengevridi kozh eveltañ a zo ar gwir gouzañverien e Missouri.

Abaoe miz Meurzh 1874, Silas Woodson, gouarnour ar Missouri, a fell dezhañ sevel ur strollad evit lakaat un termen d’an torfedoù-se, met ne dap ket asant Kendalc’h ar Missouri. Goulenn a ra neuze sikour gant ajañs igounier Pinkerton a grog da redek war-lerc’h ar vreudeur James.

D'ar 24 a viz Ebrel 1874, Jesse a eured gant e geniterv Zerelda « Zee » Mimms, ha ganti en do ur mab, Jesse Edwards (ganet e 1875) hag ur plac’h, Mary Susan (ganet e 1879).

D'ar 26 a viz Genver 1875 ez eus lavaret d’ar Pinkerton emañ ar vreudeur e gweladenn e ti-feurm o mamm. Dibabet eo gant an igounierien arsailhañ an ti ha teurel a reont ur vombezenn e-barzh. Tarzhañ a ra, tennañ a ra ur vrec’h d’o mamm ha lazhañ a ra o breur bihan, Archie, ur bugel eizh vloaz. Padal na Jesse na Frank n’int bezant… An darn vrasañ eus an dud a daer ouzh an oberenn-se ha marv ur bugel dinamm, ha cheñch tu diouzh ar Pinkerton. Jesse a skriv ul lizher digoret da Allan Pinkerton evit lavarout dezhañ ne vo ket digastiz ar gwall-se. Dilennidi demokrat zo a c’houlenn un distaoladeg, met kenderc’hel a ra taolioù-kaer gant ar forbanned.

Ur c’horn-tro bras a zo e 1876 : evit ar wech kentañ ne dremeno ket mat an traoù. D'ar 7 a viz Gwengolo eo dibabet gant ar bagad argad ti-bank Northfield e Minnesota, ur preizh pouezus a zo ahont ha n’eo ket displijus evito da siblañ un ti-bank e-kreiz stadoù an Norzh : ne vo ket echu biken ar brezel evit Jesse James. Neuze ez eus aozet un argad bras kevredet gant ar vreudeur Younger. Met ur c’hwitadenn eo an taol-se. Kalz fazioù a zo graet gant izili ar bagad ha poblad ar gêr a zifenn an ti-bank : goude ur pennadig ez eus ur fuzuilhadeg vras er straed. Jesse ha Frank a zeu a-benn da vont kuit met ar re all a zo pe lazhet pe toullbac’het. An distro betek Missouri, muioc’h a 600 km, a zo ur c’halvar evit ar vreudeur c'hloazet.

Goude-se ez a Jesse ha Frank d'an Tennessee gant o familh evit bevañ didrouz gant anvioù-pluenn : Thomas Howard evit Jesse. Met ar vuhez-se n’eo ket dedennus evit Jesse kustumet gant avantur, neuze adsevel a ra ur bagad nevez hag adkregiñ a ra gant e vuhez e-maez al lezenn e 1879. An argad diwezhañ, un tren e Blue Cut e Missouri, a erru d'ar 7 a viz Gwengolo 1881. E genseurted nevez n’o deus ket memes barregezhioù hag ar re gozh stummet gant brezelig e-pad Brezel an Digevredi koulskoude. Int a zo hailhoned yaouank ha n’int ket dedennet tamm ebet gant stourm Jesse ha Frank evit kaoz ar Su, neuze n’en deus ket Jesse fiziañs vras enno.

Marv Jesse JamesAozañ

Daou ezel nevez, ar vreudeur Charles ha Robert Ford a irienn gant gouarnour ar Missouri Thomas Crittenden : evit 10000 dollar a lore hag un distaoladeg a-du int da draisañ Jesse James. E penn-kentañ miz Ebrel 1882 ez eus dibabet un argad nevez gant Jesse ha pediñ a ra ar vreudeur Ford en e di evit chom gantañ hag e familh en ur aozañ an argad. D'an 3 a viz Ebrel, diouzh ar beure, ez eus lavaret gant Jesse ez eus poultrenn ouzh un daolenn. Tennañ a ra e bistolennoù ha lakaat a ra anezho war un daol (un dra ne oa ket graet gantañ abaoe e yaouankiz zoken gant e vreur), pignat a ra war ur gador ha kregiñ a ra da ziboultrennañ an daolenn gant e gein troet ouzh ar Ford. An dra-se a zo chañs ar vreudeur, Robert Ford, an hini yaouankañ, a zo an hini primañ : dispakañ a ra e bistolenn (kinniget gant Jesse un nebeud devezh a-raok) hag e ra tan da Jesse a-douch-kaer en e gilpenn. Marvet eo Jesse James war an taol.

Pa glev Frank ar c’heleier e soñj e vefe gwelloc’h bremañ en em rentañ d’ar pennadurezhioù. Barnet eo met gwennaet goude meur a brosez ne vo ket un devezh hepken en toull-bac’h evitañ ha marvet e vo en e wele e 1915.

Un nebeud filmoùAozañ

 
Ar ribler muiañ-karet gant Henry King (1939)

(N'eus nemet an hini diwezhañ eus ar filmoù-se a zo feal-kenañ ouzh ar wirionez istorel).

  • Ar ribler muiañ-karet (Le Brigand bien aimé) (1939) aozet gant Henry King ; gant Tyrone Power (Jesse James) hag Henry Fonda (Frank James).
  • Ar ribler muiañ-karet (Le Brigand bien aimé) (adaozet gant an hini kentañ, 1957) aozet gant Nicholas Ray ; gant Robert Wagner (Jesse James) ha Jeffrey Hunter (Frank James).
  • Mojenn Jesse James (La légende de Jesse James) (1972) aozet gant Philip Kaufman ; gant Robert Duvall (Jesse James), John Pearce (Frank James) ha Cliff Robertson (Cole Younger).
  • Bagad ar vreudeur James (Le Gang des frères James) (1980) aozet gant Walter Hill ; gant James Keach (Jesse James), Stacy Keach (Frank James), Keith Carradine (Jim Younger), David Carradine (Cole Younger) ha Robert Carradine (Bob Younger).
  • Jesse ha Frank (Jesse et Frank) (1994) aozet gant Robert Boris ; gant Rob Lowe (Jesse James), Bill Paxton (Frank James) ha Randy Travis (Cole Younger).
  • E-maez al lezenn Amerikaned (American Outlaws) (2001) aozet gant Les Mayfield ; gant Colin Farrell (Jesse James) ha Gabriel Macht (Frank James).
  • Muntr Jesse James gant an digalon Robert Ford (L’assassinat de Jesse James par le lâche Robert Ford) (2007) aozet gant Andrew Dominik ; gant Brad Pitt (Jesse James) ha Casey Affleck (Robert Ford).

Un nebeud levrioùAozañ

(An holl levrioù sirius a zo e saozneg)

  • Jesse James oa e anv (Jesse James was his name) gant William Settle.
  • Jesse James : An den hag ar vojenn (Jesse James : The man and the myth) gant Marley Brant.
  • Frank ha Jesse James : An istor a-dreñv ar vojenn (Frank et Jesse James : The story behind the legend) gant Ted Yeatman.
  • Jesse James : Emsaver diwezhañ eus Brezel an Digevrediñ (Jesse James : Last rebel of the Civil War) gant T. J. Stiles.
  • Jesse James : Ma zad (Jesse James : My father) gant Jesse James Jr.
  • Jesse James ha Brezel an Digevrediñ e Missouri (Jesse James and the Civil War in Missouri) gant Robert Dyer.
  • An niverus dremmoù Jesse James (The many faces of Jesse James) gant Phillip Steele.
  • Jesse James hag ar filmoù (Jesse James and the movies) gant Johnny Boggs.