Jesus Maria Leizaloa

Jesús María Leizaola Sánchez (Donostia, 7 Gwengolo 1896 - Donostia, 16 Meurzh 1989) a oa un alvokad hag ur politiker euskarat eus ar Strollad Broadelour Euskarat.

Jesus Maria Leizaloa e 1980

Dilennet e voe e parlamant Madrid er bloavezhioù 1930. E dibenn 1936 e voe anvet da vinistr er gouarnamant euskarat emren, ministr evit ar justis hag ar sevenadur. E 1937 e rankas kuitaat e vro. Goude tremen dre Santander ha Barcelona e erruas e Pariz. Goude marv Jose Antonio Agirre e voe anvet da "lehendakari" en e lec'h ha chom a reas e penn Gouarnamant Euzkadi en harlu etre 1960 ha 1978.

E 1979, goude 43 bloaz en harlu, e c'hallas Leizaola mont d'e vro en-dro. Degemeret e voe gant miliadoù a dud en ur stad eus Bilbo. En ul lid arouezel e roas e garg a "lehendakari" da g-Carlos Garaikoetxea, a oa nevez-dilennet e penn Kumuniezh Emren Euskadi. E miz Meurzh 1980 e voe dilennet Leizaloa d'ar parlamant euskarat, en anv ar Strollad Broadelour Euskarat, met un nebeud mizioù diwezhatoc'h e tilezas ar vuhez politikel, ha mervel a reas e 1989.