Jimena Asturiez
Jimena Garcés, pe Jimena Asturiez (marvet e Mezheven 912) a oa pried da Alfonso III el Magno, roue Asturiez war-lerc'h e dad Ordoño Iañ Asturiez. Mamm e oa d'ar rouaned García Iañ León, Ordoño II León ha Fruela II León.
Dimeziñ ha bugale
kemmañEizh bugel he doe gant Alfonso III :
- García Iañ León (870-914). Roue León. Beziet e Panteón de reyes de la Catedral de Oviedo.
- Ordoño II (871-924). Roue Galiza, ha roue León goude marv e vreur henañ, García Iañ. Beziet e voe en iliz-veur León.
- Gonzalo (¿?-¿920?).
- Fruela II (875-925). Roue Asturiez da gentañ, ha goude roue León. Beziet e Panteón de reyes de la Catedral de Oviedo.
- Ramiro (¿?-929). Roue Asturiez marteze, pa oa e vreur Fruela II war dron León, goude marv Ordoño II. Beziet en iliz-veur Oviedo.
- Sancha.
- Div verc'h ha n'ouzer ket pe anv e oant.